Falange Española de las JONS
Deiziad krouiñ | C'hwevrer 1934 |
---|---|
Anv ofisiel | Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista |
Anv berr | FE de las JONS |
Diazezer | José Antonio Primo de Rivera, Ramiro Ledesma Ramos, Julio Ruiz de Alda Miqueleiz |
Prezidant | José Antonio Primo de Rivera, Manuel Hedilla Larrey |
Kan broadel | Cara al sol |
Stad | Spagn |
Political alignment | far-right, Third Position |
Isaozadur | Sección Femenina |
Sez sokial | Madrid |
Bet erlec'hiet gant | Falange Española Tradicionalista y de las JONS |
Erlec'hiañ a ra | Falange Española, Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista |
Darvoud-alc'hwez | proclamation |
Deiziad divodañ | 19 Ebr 1937 |
Ar Falange Española de las Juntas de Ofensiva Nacional Sindicalista, anvet aliesoc'h Falange Española de las JONS, berraet e FE de las JONS, a oa ur strollad politikel spagnol broadelour awenet gant faskouriezh Benito Mussolini.
Da vare an Eil Republik spagnol e voe ganet hag e kreskas an aozadur, a voe savet d'ar 15 a viz C'hwevrer 1934 dre gendeuziñ Las Juntas de Ofensiva Nacional-Sindicalista (JONS) savet gant Onésimo Redondo ha Ramiro Ledesma Ramos, ha Falange Española (FE) José Antonio Primo de Rivera.
Harpet e oa gant an tu dehoù hag an dud a urzh ; implijet eo bet evel arm a-enep tud an tu kleiz pellañ, evit degas safar er vuhez politikel spagnol ha sikour gant ar vroadelourien da brientiñ taol-Stad an 17 a viz Gouere 1936 hag a gasas da Vrezel Spagn.
Ne oa ket eus un harp bras er boblañs evit al luskad, met bev-birvidik e oa. E obererezhioù feuls lies (betek ar muntr), al liammoù krouet gant strolladoù an tu dehoù o lakaat anezho da vont muioc'h-mui war hent ar feulster pe ar c'hoant da gaout ur galloud kreñv e-penn ar gevredigezh e Spagn o devoa krouet un aergelc'h distabil er vro.
Gant ma oa aet an trec'h gant an tu kleiz, el Frente Popular, e miz C'hwevrer 1936, izili aozadurioù yaouankiz an tu dehoù a oa aet fae gant an doareoù sioul ha reizh hervez lezenn. Reoù ar CEDA (Confederación Española de Derechas Autónomas) dreist-holl a lakae war-raok e oa dre fazi ar strolladoù sioul eus an tu dehoù e oa bet trec'h an tu kleiz. Kroget e oant o-unan-penn gant obererezhioù feuls harpet gant izili ar Falange Española de las JONS. An trouz a veze savet gant an aozadurioù yaouankiz-se a lakae selloù ar gouarnamant warno ha n'eo ket war-du jeneraled al lu a oa o prientiñ an taol-Stad.
Dre e gengrouer José Antonio Primo de Rivera en devoa FE de las JONS kemeret perzh en holl iriennoù pe daolioù-stad milourel c'hwitet a voe e-pad mare ar Republik. Er mizioù diwezhañ a-raok an taol-stad, ar strollad en devoa kemeret perzh en obererezhioù prientiñ an emsavadeg milourel. Ar Falange ne oa ket bet goulennet e sikour evit an taol, met Primo de Rivera a glaskas dre e holl bouez kemer perzh dre ma oa bet santet gantañ e oa tu d'an taol da zont a-benn.