Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha

Eus Wikipedia
Ernst Iañ von Sachsen-Coburg- Gotha en 1818-1819
E bried Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg, poltredet gant William Corden, e 1844 (Kastell Greinburg).

Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha (1784 – 1844) a oa bet dug Sachsen-Coburg-Saalfeld da gentañ, evel Ernst III, adalek 1806 betek 1826, ha dug Sachsen-Coburg-Gotha goude, adalek 1826 betek e varv.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Franz, dug Sachsen-Coburg-Saalfeld, ha d'e eil pried, Augusta Reuss von Lobenstein-Ebersdorf (1757-1831).

Breur e oa da Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry, jeneral aostrian, ha da Juliane von Sachsen-Coburg-Saalfeld, deuet da vout dugez-veur rus.

Klañv-fall e oa bet e dad, hag adalek an 10 a viz Mae 1803 e voe lakaet da gemer perzh e gouarnerezh an dugelezh. Mervel a reas e dad e 1806.

D'ar 7 ha 9 a viz Gouhere 1807, pa voe sinet feur-emglev Tilsitt, e oa bet diskaret e zugelezh da gentañ, hogen rentet e voe dezhañ gant harp an tsar Aleksandr Iañ Rusia, rak dimezet e oa breur an tsar, an dug-meur Konstantin Pavlovitch Rusia, da c'hoar Ernst).

Dimeziñ ha bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Gouhere 1817 e timezas d'ar briñsez Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg (1800–1831). Daou vugel o doe:

Dizimeziñ a reas an daou bried e 1826.

Ernst ac'h addimezas e miz Kerzu 1826 d'e nizez, an dugez Marie von Württemberg.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas e dad e 1806 e oa aloubet an dugelezh gant armeoù an impalaer gall Napoleon. Perzh a gemeras Ernst en emgannoù Auerstaedt (1806), Lützen (1813) ha Leipzig (1813). En 1814, e savas Ernst raktres kreñvlec'h kêr Mainz.

Goude trec'h an armeoù kenunanaet en emgann Waterloo, e voe roet dezhañ, gant Kendalc'h Vienna , d'an 9 a viz Even 1815, un tamm douar, a voe anvet, en 1819, priñselezh Lichtenberg. Gwerzhet e voe ar briñselezh da Prusia en 1834.