Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry

Ferdinand Georg August von Sachsen-Coburg-Saalfeld-Koháry (1781-1851) a oa ur priñs alaman, jeneral eus Impalaeriezh Aostria e-pad Brezelioù Napoleon, ha dug Sachsen-Coburg-Gotha.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Coburg. Eil mab Franz, Dug Sachsen-Coburg-Saalfeld, e oa. E vamm e oa ar gontez Augusta Reuss-Ebersdorf. E 1826 e kemmas e ditl eus Sachsen-Coburg-Saalfeld da Sachsen-Coburg-Gotha pa voe graet eskemmoù douaroù etre e vreur, an Dug Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha, ha tud all eus an tiegezh.

E-touez e nized ha nizezed e oa ar Rouanez Victoria hag he fried Albert, an impalaerez Carlota Mec'hiko hag he breur Leopold II Belgia.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dimezet e oa d'ar briñsez slovak Antonia Kohary (1792-1862), ha pevar bugel o doe: