Albert von Sachsen-Coburg-Gotha
Neuz
(Adkaset eus Albert von Sachsen-Coburg und Gotha)
- Ur pennad Albert von Sachsen zo ivez.
Albert von Sachsen-Coburg und Gotha (en alamaneg) pe Prince Albert of Saxe-Coburg and Gotha (e saozneg), ganet d'ar 26 a viz Eost 1819 e Kastell Rosenau e Coburg ha marvet d'ar 14 a viz Kerzu 1861 e Kastell Windsor e Bro-Saoz, da 42 vloaz, a oa ur priñs alaman hag a zimezas d'ar Rouanez Victoria, Rouanez Breizh-Veur. Roue ne oa ket, priñs kenseurt e oa.
E dud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Ernst Iañ von Sachsen-Coburg-Gotha ha d'e bried Luise von Sachsen-Gotha-Altenburg (1800–1831). Dizimezet e oa e dud.