Eratosthenes
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
- Ma klaskit Eratosthenes, an oligark a gemeras ar galloud en Aten goude brezel Peloponnez gwelout ar pennad Tregont Mac'homer Aten.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Ἐρατοσθένης ὁ Κυρηναῖος |
Anv ganedigezh | Ἐρατοσθένης |
Anv-bihan | Eratosthenis |
Deiziad ganedigezh | 276 BCE |
Lec'h ganedigezh | Kyrene |
Deiziad ar marv | 194 BCE |
Lec'h ar marv | Aleksandria |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'hresianeg |
Yezh implijet dre skrid | henc'hresianeg |
Tachenn labour | mentoniezh, damkaniezh an niveroù, douaroniezh |
Implijer | Levraoueg Aleksandria |
Karg | head of the Library of Alexandria |
Studier | Ptolemy IV Philopator |
Bet studier da | Ariston of Chios, Zeno of Citium, Arcesilaus, Kallimac'hos, Lysanias of Cyrene |
Oberenn heverk | sieve of Eratosthenes, Catasterismi |
Prantad | Marevezh hellenadek |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Eratosthenes (Ἐρατοσθένης / Eratosthénês e gregach) a oa ur steredoniour, douaroniour, prederour, ha matematikour gresian eus an IIIe kantved kt JK, ganet war-dro 276 e Kyrene (hiziv Shahat e Libia), ha marvet en Aleksandria, en Egipt, war-dro 194 kent JK. diskibl e voe da Ariston C'hios.
E penn Levraoueg Aleksandria e voe anvet war-dro 240 kent JK war c'houlenn ar faraon Ptolemaios III, hag e kelennas danvez d'e vab. Sot gant studi ar stered e oa. Hervez Suidas en em lezas da vervel gant an naon, goude ma oa deuet da vout dall rak n'halle ket sellout ouzh ar stered ken[1].
Brudet-tre eo evit bezañ bet an hini gentañ da vezañ deuet a-benn da jediñ trohed an Douar.
Muzuliañ trohed an Douar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eratosthenes eo an den kentañ anveet en Istor en doa roet deomp muzul trohed an Douar gant ur resister piz. N'en doa ket bet ezhomm da vont er-maez eus Egipt d'ober se. Gouzout a rae pegoulz e oa savet an heol er penn uhellañ da greisteiz, en ur gêr anvet Swenet en egipteg (Syene e gregach; Aswan bremañ) a zo lec'hiet war Trovan ar C'hrank. Neuze 'ta d'an eur resis-se e oa dik an Heol er zenit (neinboent), a-blom a-us d'e benn eta (kontet e vez en doa gwiriet an dra-se dre sellet piz ouzh skeudenn an heol, barzh ur puñs don. A-benn gwiriañ e vartezeadenn en doa kadarnaet anezhi oc'h adober hevelep taol arnod ur bloavezh goude, evit bezañ peursur). Gouzout a ouie ivez e oa Aleksandria ar c'horn sevel eus an Heol an 1/50 eus ur c'helc'h leun (7°12 eta) er su d'ar zenit d'ar memes poent. Gouzout a rae ivez e oa Swenet dik er su da Aleksandria, 500 stad alehont, pezh a ra war-dro 800 km. Jediñ a reas e rae pep derez 700 stad, ar pezh a rae 252 000 stad. Soñjal a reer en doa muzuliet gant ar stad egiptat (e-tro 157.5 m) ar pezh a ra 39 375 km, ar pezh a oa gwall dost d'ar wirionez, ma kaver 40075,02 km hiriv an deiz. Diazezoù an drigonometriezh eo, implijet kenañ e vez evit ar c'heodeziezh.
Matematik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet en doa un doare kael, anver "krouer", evit kavout an niveroù kentael.
- Gwelet amañ [1].
Kavadennoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Jedet en devoa ivez stou ahel an Douar war-bouez un derez. Abalamour d'ar stou-se ez eus koulzioù-amzer war an Douar (nevezamzer, hañv, diskaramzer, goañv). Kavet en doa ivez e pade ar bloavezh 365¼ devezh hag e vefe neuze ret ouzhpennañ un devezh bep pevar bloaz, ar pezh na voe lakaet e pleustr nemet daou gantved war-lerc'h gant Julius Caesar.
E anv roet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur c'hrater war al Loar a zo bet anvet Erathostenes
- ur marevezh geologel eus al Loar a zo bet anvet Eratostenian
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Joseph Florentin Bonnel, Étude sur l'histoire de l'astronomie 2008, p.49