Mont d’an endalc’had

Epifanio de los Santos Avenue (EDSA)

Eus Wikipedia
Epifanio de los Santos Avenue (EDSA)

Epifanio de los Santos Avenue, krennet e EDSA, a vez graet eus hent pennañ Metro Manila e Filipinez. Ul liamm kengej pouezus-tre eo evit stagañ tuioù su ha norzh ar Veurgêr. Brudet eo ivez EDSA en istor a-vremañ Filipinez evit bezañ al lec'h ma c'hoarvezas div mell manifestadeg peoc'hus a zisoc'has o-div war diskar ar brezidanted Ferdinand Marcos ha Joseph Estrada. Eno e voe dalc'het ivez ur pezh bodadeg gant an tu-enep e penn-kentañ respet ar brezidantez Gloria Macapagal-Arroyo. Gwelet Dispac'h an EDSA hag EDSA II.

Mont a ra EDSA da sevel un tamm bras eus hentoù-tro Metro Manila (C-4). Stummet eo well-wazh evel un hantergelc'h a ra tro Manila. O loc'hañ eus ar su betek an norzh e tremen dre gêrioù Pasay, Makati, Mandaluyong, San Juan, Quezon City, ha Caloocan. Er su ec'h echu nepell eus an SM Mall of Asia e Pasay (da vezañ echuet e 2006) hag en norzh e chom a -sav e Monumento (ur monumant e koun Andres Bonifacio), e Caloocan. Pa oa bet savet ar vali e-pad prezidantelezh Manuel L. Quezon, e oa bet anvet Julio 19, diwar deizad ganedigezh an haroz broadel Jose Rizal. Diwezhatoc'h eo bet adanvet Highway 54, ha, dre ul lezenn barlamant eo bet adanvet c'hoazh Epifanio de los Santos e 1959 en enor d'un istorour brudet. Lesanvet eo ivez tachenn emgann ar panelloù brudañ.

Ruilhañ a ra ar Metro Rail Transit pe MRT (Linenn 3 tenioù ar veurgêr) a-hed an darn vrasañ eus an EDSA, adal Taft Avenue er su betek North Avenue nepell eus SM City North Edsa Mall en hanternoz EDSA. Rakwelet eo astenn an MRT betek penn ar vali, tre betek Monumento.