EDSA II

Eus Wikipedia
Skeudennaouet eo dispac'h an EDSA II war ar bilhed 200 peso.

EDSA II (distaget Edsa dos), anvet ivez Eil dispac'h Galloud ar Bobl, a reer eus ar pevar devezh emsavadeg pobl peoc'hus zo disoc'het war dilez Joseph Estrada prezidant Filipinez e miz Genver 2001. War e lerc'h e voe anvet Gloria Macapagal-Arroyo a oa besprezidantez da neuze.

Talvezout a ra EDSA kement hag Epifanio de los Santos Avenue, anv ar gourhent bras a ra tro Metro Manila. C'hoarvezet eo an emsavadeg e Ortigas Center, karter an aferioù.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]