Metro Manila

Eus Wikipedia
Metro Manila
Kartenn Filipinez a ziskouez lec'hiadur Metro Manila
Kartenn Filipinez a ziskouez lec'hiadur Metro Manila
Kreizenn rannvroel Manila
Poblañs 11,289,368
– Stankter 15,617 dre km²
Gorread 636 km²
Rannoù
Proviñsoù
Kêrioù 14
Kumunioù 3
Barangayioù 1694
Distrigoù Kannad 27
Yezhoù filipineg, saozneg, re all


Metropolitan Manila (filipineg: Kalakhang Maynila) pe Rannvro Kêr-benn Vroadel National Capital Region (NCR) e saozneg, a vez graet eus tolpad-kêrioù kêr-benn Filipinez. Emañ ar veurgêr-mañ e-touez 20 tolpad-kêrioù brasañ ar bed evit ar pezh a sell ouzh an niver a dud o chom enni. Metro Manila a ya d'hec'h ober kêr vManila, anezhi kêr-benn Filipinez ha 16 kêr ha kumun all tro-war-dro, en o zouez Quezon City bet kêr-benn etre 1948 ha 1976.

Kreizenn bolitikel, sokial, armerzhel ha sevenadurel Filipinez eo Metro Manila. Unan eus meurgêrioù modern gevred Azia eo ivez. Evit tud al lec'h, dreist-holl re kêr Manila hec'h-unan, met evit tud ar proviñsoù ivez e vez graet alies gant Manila traken evit envel Metro Manila. Koulskoude ne blij ket kaer an dra-se d'an dud zo o chom e rannoù all eus ar veurgêr. Un afer lorc'h eo hag ivez abalamour m'eo tostoc'h tachenn kêrioù zo eus ar proviñsoù tro-war-dro eget eus Manila hec'h-unan. Aliez e vez berraet Metro Manila e M.M..

Kêrioù ha kumunioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartenn Metro Manila a ziskouez ar c'hêrioù hag ar c'humunioù.

Mont a ra pevarzek kêr ha teir c'humun d'ober Metro Manila. Renet eo pep hini anezho gant ur Maer zo ezel eus kevre Maered Metro Manila a zo lodek eus Aotrouniezh Diorren Metro Manila (Metropolitan Manila Development Authority) (MMDA).

Kêrioù Poblañs¹ Gorread (km²) Stankter Pobl. (dre km²)
Caloocan City 1,177,604 53.33 22,081
Las Piñas City 528,011 41.54 12,710
Makati City 444,867 27.36 16,260
Malabon City 338,855 15.76 21,501
Mandaluyong City 278,474 11.26 24,731
Manila 1,581,082 38.55 41,014
Marikina City 391,170 33.97 11,515
Muntinlupa City 379,310 46.70 8,122
Parañaque City 449,811 47.69 9,432
Pasay City 354,908 19.00 18,679
Pasig City 505,058 31.00 16,292
Quezon City 2,173,831 161.12 13,492
Taguig City 467,375 47.88 9,761
Valenzuela City 485,433 44.58 10,889
Kumunioù Poblañs¹ Gorread (km²) Stankter pobl. (dre km²)
Navotas 230,403 10.77 21,393
Pateros 57,407 2.10 27,337
San Juan 117,680 5.94 19,811

¹ niverididigezh 2000

Er c'hontrol da rannvroioù all Filipinez hag a zo rannet e proviñsoù, Metro Manila, Rannvro Kêr-benn Vroadel (NCR) zo rannet e pevar distrig hep kefridi resis strollet war un diazez douaroniel boutin a ra dave da stêr Pasig. E 1976 int bet savet ha n'o deus na velestradurezh lec'hel, na n'int ket dileuriet er Parlamant kennebeut en enep d'ar proviñsoù all. Implijet e vez an distrigoù-mañ evit aferioù stadegel ha tailhoù dreist-holl.

Strollet eo ar c'hêrioù hag ar c'humunioù en NCR e pevar distrig evel-henn :

Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet eo bet Manila kêr-benn Filipinez hag Azia spagnol e-pad tost 500 vloaz. Se zo kaoz ez eus peadra da zizoleiñ e Metro Manila a-fet lec'hioù dedennus ha plijus.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hendadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Filipineziz ha Mestizos (diskennidi Filipineziz hiron) a ya d'ober an darn vrasañ eus tud Metro Manila. Evit ar pep brasañ eo Filipineziz a orin Tagaloged, Ilokaned, Bikolaned, Sebuaned, Warayed, pe Maranaed. E-touez an estrañjourien ez eus dreist-holl Sinaiz, Stadunaniz, Spagnoled, Indiiz ha Pakistaniz, Arabed, Indoneziz, Japaniz, Koreaned, Breizhveuriz, Italianed, Euskariz hag Europiz all.

Yezhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar filipineg (ar yezh vroadel diazezet war kenyezh Manila) hag ar saozneg eo ar yezhoù a vez graet ganto hag a vez komprenet, koulz lavaret, gant holl dud Metro Manila. Yezhoù all a gomzer avat : Tagalog, Sougbouaneg, Bikoleg, Winarayeg, Kapampanganeg, Ilokanoeg ha Maranaeg. Ouzhpenn 86 yezh a gomzer e Filipinez a-hend-all ha klevet e vezont er gêr-benn. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù estren, hag estreget ar saozneg e vez komzet dreist-holl spagnoleg, sindhi, punjabeg, japaneg, bahasa indonezeg, koreaneg, euskareg, ha meur a yezh europek all.

Relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennrelijion ar vro eo ar relijion katolik roman. Gant Sinaiz hag Indiiz e vez pleustret war ar voudaegezh hag an Hindouegezh tra m'eo kentoc'h protestant Stadunaniz ha Norzheuropiz. Relijion Filipineziz Maranao, an Arabed hag Indoneziz eo an Islam.