Winarayeg

Eus Wikipedia
Winarayeg
(Winaray, Waray-waray)
Perzhioù
Komzet e : Filipinez
Rannved : Samar, Leyte, Biliran
Komzet gant : 3 000 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù aostronezek

  Yezhoù malayek-polinezek
   Yezhoù malayek-polinezek ar c'hornôg
    Winarayeg

Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 war
ISO 639-3
Kod SIL WAR
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ur yezh malayek-polinezek eo ar winarayeg (winarayeg: winaray hag ivez wáray-wáray ha l(in)eyte-samarnon) komzet gant 3 milion a dud e Samar, Samar an Norzh, Samar ar Reter, reter Leyte ha Biliran er Filipinez.

Ul liamm-familh ez eus gant ar yezhoù all eus ar skourr visayek evel ar sougbouaneg (cebuano), ha tostoc'h c'hoazh emañ d'an ilongoeg (hiligaynon).

Kinniget e oa bet un doare-skrivañ unvan gant Akademiezh Visayeg Samar ha Leyte (Sanghiran San Binisaya ha Samar ug Leyte), aet da get, met ne oa ket bet doujet outañ. Skrivet e vez e meur a doare disheñvel hervez rannyezh pep hini.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]