Mont d’an endalc’had

Enez-Null

Eus Wikipedia
Null Island

Enez Null

 a verk an Enez-Null, 0°, 0°

Enez-Null a reer eus al lec'h e gorre an Douar a zo zero derez e hedred ha zero derez e ledred (0°, 0°), eleze al lec'h ma kej hedredenn Greenwich ouzh ar c'heheder[1].

En dourioù etrebroadel er Meurvor Atlantel emañ, e Pleg-mor Ginea, ur 600 km bennak diouzh aodoù Afrika[1] ; Accra e Ghana eo ar porzh tostañ en norzh, ha São Tomé e São Tomé ha Príncipe er reter.

Ur boue meteo anvet Soul Buoy zo el lec'h 0°, 0° evit merkañ al lec'h resis hervez ar sistem geodezek WGS 84, a vez arveret gant ar GPS[2]

Dre fent e oa bet dibabet an anv  Null Island  evel pa vije bet un enezenn el lec'h-se ; evit ar gartennourion e servij an anv-se da lec'hiañ an daveennoù douaroniel 0°,0° pa vezont lakaet dre fazi en un diaz ditouroù. Ur gorread 1 m² zo bet deroet d'al lec'h, evit ma ne zeufe war wel war kartenn ebet[3].

En Norzh emañ an douar tostañ, un enezennig wirion e dourioù Ghana, 570 km diouzh Enez-Null[4]. War-dro 2 300 m eo donder ar meurvor edan ar boue[5].

  1. 1,0 ha1,1 (en) St. Onge, Tim. 'The Geographical Oddity of Null Island'. Kavet : 11 Eost 2022.
  2. (en) ESPG. Kavet : 11 Eost 2022.
  3. (en) Kugan, Laura. Close Up at a Distance – Mapping, Technology, and Politics. New York : Zone Books, 2013, p. 157 (ISBN 978-1-935408-28-4)
  4. 4° 45′ 30″ N, 1° 58′ 33″ W
  5. (en) 'Bathymetric Data Viewer'. Kavet : 11 Eost 2022.