Emgann al linenn Tannenberg
Rann eus | Battle for Narva |
---|---|
Stad | Estonia |
Lec'h | Sinimäed |
Daveennoù douaroniel | 59°22′32″N 27°51′17″E |
Deiziad | 10 Eos 1944 |
Deiziad kregiñ | 25 Gou 1944 |
Deiziad echuiñ | 10 Eos 1944 |
Emgann linenn Tannenberg (alamaneg: Die Schlacht um die Tannenbergstellung; rusianeg: Битва за линию «Танненберг») pe Emgann an torgennoù glas (estoneg: Sinimägede lahing) a voe un emgann etre ar c'horfad lu alaman Narwa ha Talbenn soviedel Leningrad. Ar stourm a oa bet evit bezañ mestr eus an Narva Isthmus etre ar 25 a viz Gouhere ha an 10 a viz Eost 1944.
Ul lodenn e oa an emgann-se eus Talbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Pal pennañ ar Soviediz a oa aloubiñ an douaroù eus Estonia evit kaout ur bazenn diazez evit aloubiñ Finland ha Prusia ar Reter. 24 batailhon troadegiezh emouestlet eus Danmark, Prusia ar Reter, Flandrez, an Izelvroioù, Norvegia, ha Wallonia a oa eus tu ar Waffen-SS.
War-dro an hanter eus an droadegiezh e kostez an Alamanted a oa soudarded eus al lu estoniat mennet gant dishualded o bro muoc'h evit un harp gwirion d'an naziegezh. An nerzhioù alaman a oa savet gant 22 250 soudard o devoa talet ouzh 136 830 soudard soviedat. An nerzhioù soviedat a oa dafaret gant soudarded hag armoù nevez dizehan. En holl e voe kollet ganto 170 000 den lazhet pe gloazet, gant ur 157–164 tank.
Goude an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an emgann e chomas sioul an talbenn-se betek miz Gwengolo 1944. D'ar 14 a viz Gwengolo e voe argadet hag un-dro an talbenn alaman a zalc'ho betek an 22. Goude-se e kilas an Alamanted. Ul lodenn eus an unvezioù estonian a gendalc'ho ar stourm evel Breudeur ar C'hoadeier. Lod a stourmo a-enep ar Soviediz betek ar bloavezhioù 1970.
Adkemer er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1944, film gant Elmo Nüganen, 2015, 100 munutenn