Breudeur ar C'hoadeier
Breudeur ar C'hoadeier (estoneg : metsavennad, latveg : mežabrāļi, lituaneg : miško broliai) a oa anv partizaned enep-komunour ha broadelourien a orin eus teir bro : Estonia, Latvia ha Lituania. Ul lodenn anezho a oa bet emouestlet pe rediet da emouestlañ er Waffen-SS e-pad ar Brezel war Talbenn ar Reter (1941-1945).
A-feur ma tec'he al luioù Nazi eus ar broioù balt e teue anatoc'h-anatañ da dud ar broioù-se ne vefe ket adrentet o dishualded d'o bro (dieub abaoe 1918) met e oa un aloubadeg gant an URSS. Kroget e voe gant broadelourien ar vro ur guerrilla enep-komunour oc'h implij ar c'hoadeier evit bevañ hag en em guzhañ. Etre 50 000 ha 170 000 den a emezelas en aozadur, ar stourm a badas dreist-holl betek 1953 pa varvas Stalin hag e voe kinniget un distaoladeg.
Doareoù dreistbevañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit chom bev er c'hoadeier, dreist-holl e-pad ar goañv, e oa ret d'ar vreudeur bezañ sikouret gant ar boblañs evit ar boued, dilhad... Lod eus ar Vreudeur o devoa savet bunkerioù dindan-zouar[1].
Kastiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa veze tapet un ezel eus an aozadurioù enep-komunour e c'helle bezañ jahinet evit kaout titouroù ha kaset d'ar goulag e Siberia, pe lazhet war al lec'h[2].
Ment ar bagadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ment an unvezioù a oa lies kement hag an doare tud a veze kavet enno. Mont a rae eus un den e-unan o sevel trapoù betek bagadoù a c'helle talañ ouzh unvezhioù al Lu Ruz e-pad emgannoù.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Oberennoù savet diwar o fenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Filmoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vienui vieni, film 2004 gant Jonas Vaitkus