Emgann Passendale
| Rann eus | Talbenn ar C'hornôg, Brezel-bed kentañ |
|---|---|
| Stad | Belgia |
| E tiriad | Zonnebeke |
| Lec'h | Passendale, Ypres Salient |
| Daveennoù douaroniel | 50°54′1″N 3°1′16″E |
| Deiziad kregiñ | 31 Gouere 1917 |
| Deiziad echuiñ | 10 Du 1917 |

Trede Emgann Ieper (en alamaneg: Dritte Flandernschlacht; e galleg: Troisième Bataille des Flandres; en izelvroeg: Derde Slag om Ieper), anavezet ivez evel Emgann Passendale, zo un emgann er Brezel-bed kentañ, stourmet etre ar Gevredidi hag an Impalaeriezh alaman. An emgann a oa bet stourmet war Talbenn kornôg ar brezel, etre miz Gouhere ha miz Du 1917, evit mestroniañ ribloù su ha reter kêr velgiat Ieper e kornôg Flandrez. Ul lodenn e oa eus pleustr ar strategiezhoù bet raksoñjet gant ar Gevredidi e-kerzh emvodoù miz Du 1916 ha miz Mae 1917. Ti-gar Roeselare a oa unan eus hentoù dezougen pouezusañ ar 4vet Arme alaman. Ur wech aloubet kribennn Passendale, ar Gevredidi o devoa kendalc'het an dagadenn war-zu al linenn eus Torhout betek Koekelare.
- Sell hollek ouzh an dachenn-emgann. Un tank zo sanket er fank.
- Foz-difenn alaman distrujet gant un obuzenn e Messines.