Emgann Kolberg (1945)
Emgann Kolberg pe Emgann Kołobrzeg (anvet ivez Emgann Festung Kolberg) a oa bet un emgann taer evit aloubiñ kêr Kolberg, Kołobrzeg hiziv an deiz, e Pomerania alaman, gant al Lu Ruz harpet gant Poloniz enebet ouzh nerzhioù lu an Trede Reich e-kerzh an Argadenn war reter Pomerania e-kerzh an Eil Brezel-bed. Padet e oa an emgannn etre ar 4 a viz Meurzh hag an 18 a viz Meurzh 1945. Darn eus an emgann a oa bet e kêr evit bezañ mestr war an dachenn. An nerzhioù lu alaman a oa deuet a-benn da dec'hout diouzh kêr gant ar repuidi dre vor a-raok ma vefe aloubet gant Poloniz.
Skarzherezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant an nerzhioù lu soviedel o tostaat e 1945, e oa bet anat d'ar pennoù alaman ne c'hellfent ket derc'hel kêr e-pad pell. Soñjet e oa bet a-raok ma krogfe an emgann e oa ret kilaat buan. An dafar brezel pouezus, darn eus an annezidi eus kêr kement ha reoù an tro-war-dro (e-tro 70 000), gant 40 000 soudard alaman a oa bet dezouget gant ar Morlu alaman e-kerzh an Oberiadur-brezel Hannibal. Un 2000 soudard bennak a oa chomet a-dreñv adalek ar 17 a viz Meurzh da c'hounit amzer evit ma vefe echuet an dec'hadenn dre vor.