Emgann Aegelesthrep
Neuz
Emgann Aegelesthrep | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Brezhoned | Saozon | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Vortigern | Hengist Horsa † | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Katigern | Horsa |
En emgann Aegelesthrep en em gannas ar Vrezhoned ouzh ar Saozon. N'eo anavezet nemet dre un arroudenn eus ar C'hronik angl-ha-saoz :
- Her Hengest 7 Horsa fuhton wiþ Wyrtgeorne þam cyninge, in þære stowe þe is gecueden Agælesþrep, 7 his broþur Horsan man ofslog; 7 æfter þam Hengest feng to rice 7 Æsc his sunu.
- "Aze e stourmas Hengest ha Horsa ouzh ar roue Vortigern el lec'h anvet Agælesþrep. Lazhet e voe e vreur Horsa. Goude-se e kemeras Hengest ar rouantelezh gant e vab Aesc."
Ne lavar ket ar C'hronik piv a c'hounezas, met Nennius a veneg un emgann c'hoarvezet en ul lec'h a oa Rithergabail e anv, ma vije bet lazhet Horsa. Ne spisa ket kennebeut piv a voe trec'h met hervezañ e voe gounezet ar brezel gant ar Vrezhoned.
- 49. secundum bellum super uadum, quod dicitur in lingua eorum episford, in nostra autem lingua rithergabail, et ibi cecidit hors cum filio guorthigirni, cuius nomen erat categirn
- "An eil er roudouz a anver Episford en o yezh met Rithergabai len hon hini, ha du-se e kouezhas Horsa gant ur mab da Vortigern, a oa Katigern e anv."
Hervez John Morris e oa an emgann-se un darn eus un argadeg saoz war-du Londrez. Harpet e voe, war a seblant, daoust ma ne voe ket peurdrec'het Hengist rak barrek e voe da faezhañ ul lu brezhon bloaz diwezhatoc'h en Emgann Crecganford.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- John Morris: The Age of Arthur : A History of the British Isles from 930 to 650, Weidenfeld & Nicholson, London, 1993.
|