Mont d’an endalc’had

Elektrotakiskop

Eus Wikipedia
Un elektrotakiskopAmerican Scientific, 16/11/1889, p. 303

An elektrotakiskop a voe unan eus an ardivinkoù kentañ bet ijinet a-benn diskouez skeudennoù fiñvus.
Ijinet e voe e 1887 gant al luc'hskeudenner Alaman Ottomar Anschütz (1846-1907).
Dreistpad al luc'hsae eo pennaenn an elektrotakiskop : lakaet e vez un heuliad skeudennoù o tibunañ buan evit reiñ kammzerc'h ar fiñv, alese an tresadennoù-bev hag ar sinema.

Eus ar ger latin skiantel electrum "goularz", hag ar gerioù henc'hresianek takhus "buan" + skopein "arselliñ" e teu anv an ardivink, a dalvezfe kement hag "arselliñ buan dre dredan" neuze.

Arc'hwelerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Unan eus an ardivinkoù deveret eus ar zoetrop eo an elektrotakiskop.

Savet e oa diwar 24 luc'hskeudenn engravet war plakennoù 12 x 9 cm lakaet a-hed riz ur gantenn 1,5 metr he zreuzkiz staliet a-serzh dirak ur speurenn a dalveze da skramm. E laez ar gantenn e oa ur gorzenn Geissler a vanne gouloù war ar skeudennoù ; dre un dornikell e veze lakaet tro er gantenn gant un tizh a 30 skeudenn dre eilenn evit ma c'hallje un den pe ur strolladig tud gwelet ar skeudennoù o fiñval war ar skramm.

E 1887 e voe kinniget an elektrotakiskop e Maodierndi ar Sevenadur e Berlin. Etre 1891 ha 1893 e voe kenderc'het ha gwerzhet gant an embregerezh Siemens & Halske war-dro 140 skouerenn eus un elektrotakiskop nevez, anvet Elektrischer Schnellseher "Primseller dre dredan", a oa bihanoc'h ha kaset dre dredan ; daou zoare a oa : unan evit ar gêr hag unan evit ar salioù-dudi, a veze loc'het dre lakaat ur pezh-moneiz.

E 1891 e voe diskouezet an elektrotakiskop e Diskouezadeg Tredangalvezel Etrebroadel Frankfurt, e 1892 e London hag e 1893 e Foar ar Bed Chicago, dindan an anv Electrical Wonder Machine "mekanik-tredan marzhus"[1].

D'ar 6 a viz Du 1894 e vreouas Ottomar Anschütz un elektrotakiskop a vanne skeudennoù war ur skramm bras ; div gantenn a oa en ardivink, a voe diskouezet e Berlin d'ar 25 a viz Du 1894 war ur skramm 6 x 8 metr e vent.

Adal an 22 a viz C'hwevrer betek dibenn miz Meurzh 1895 e voe abadennoù elektrotakiskop e ti kozh ar Reichstag e Berlin, ur sal a c'halle delc'her betek 300 den azezet.

En hevelep bloavezh e teuas filmoù kelluloid gweñv Eastman Kodak war ar marc'had europat, ha paouez a reas Ottomar Anschütz gant e vekanik-tredan marzhus.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Deac Rossell, op. cit.