Praksinoskop

Eus Wikipedia
A praxinoscope made by Ernst Plank, of Nuremberg, Germany, and powered by a miniature hot air engine. It is now in the collection of Thinktank, Birmingham Science Museum.
Ur praksinoskop (1879)

Ar praksinoskop zo ur c'hoariell bet ijinet gant ar Gall Charles-Émile Reynaud (1844-1918) e 1877 dre wellaat ar zoetrop, bet ijinet e 1834 gant ar Saoz William George Horner.
Ur "meneg enorus" en devoe ar c'hoariell en Diskouezadeg Hollvedel a voe dalc'het e Pariz e 1878, ha berzh a reas er c'henwerzh.

Eus an henc'hresianeg πραξι- praksi- "obererezh" ha σκοπεῖν skopein "arselliñ" e teu ar ger praksinoskop, a dalvezfe kement hag "arselliñ un obererezh" eta.

Arc'hwelerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur praksinoskop banner, 1882

Evel ar zoetrop ez eo diazezet ar praksinoskop war anadenn dreistpad al luc'hsae.
Savet eo diwar ur granenn gwisket he zu diabarzh gant un heuliad skeudennoù ; e-lec'h faoutoù toullet a-zerc'h war kostez ar granenn ez ijinas Charles-Émile Reynaud staliañ melezourioù e diabarzh ar granenn ivez, e-tal ar skeudennoù[1].
Pa dro ar granenn d'an tizh mat e weler ur melezour hepken hag ar skeudennoù o tibunañ warnañ. Dre-se e weler ur skeudenn-vev, spisoc'h ha skedusoc'h eget an hini a vez roet gant ur zoetrop.

E 1889 e krouas Charles-Émile Reynaud an Théâtre Optique ("ar C'hoariva optek"), a zo ur prakisnoskop a c'hall bannañ heuliadoù hir a skeudennoù-bev war ur skramm. En e sal e c'hallas an ijinadenner diskouez tresadennoù-bev bet graet gant an dorn.

Buan avat ez eas an Théâtre Optique e-maez ar c'hiz, en abeg da luc'hvanner filmoù Auguste ha Louis Lumière.

Hêrezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E kreiz an XXvet kantved, e 1956, e voe embannet evit ar vugale ur bladenn sonerezh kevret gant ur praksinoskop.

  • Ur melezour 16 tal dezhañ a veze staget ouzh ahel an troer-pladennoù, hag a droe kentizh ganti (78 tro bep munutenn) ; e-kreiz ar bladenn e oa ur mell liketenn warni un heuliad a 16 skeudenn, ha pa selled ouzh ar melezour e weled un dresadenn-vev a glote gant ar ganaouenn.

Er bloavezhioù 1960 e voe degaset an ardivink-se, anvet The Red Raven Magic Mirror ("Melezour-hud ar Vran Ruz"), e Japan hag en Europa (Teddy e Bro-C'hall hag en Izelvroioù, Mamil Moviton en Italia, hag all)[2].

Skouerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.