Zoopraksiskop
Ar zoopraksiskop a voe unan eus an ardivinkoù kentañ bet ijinet a-benn diskouez tresadennoù-bev. Gant al luc'hskeudenner saoz Eadweard Muybridge (1830-1904) e voe krouet e 1879.
Eus ar gerioù henc'hresianek ζῷον zoion "loen", πραξι- praksi- "obererezh" ha σκοπεῖν skopein "arselliñ" e teu an anv "zoopraksiskop", a dalvezfe kement hag "arselliñ obererezh ul loen" neuze.
Arc'hwelerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Treset e veze un heuliad skeudennoù war ur gantenn wer a lakaed da dreiñ dirak ul luc'hvanner. Pa oa mat an tizh ne weled nemet ur skeudenn a hañvale fiñval war ar skramm, abalamour da anadenn dreistpad al luc'hsae. Peogwir e veze distummet ar skeudennoù dre goazhadur abalamour d'an tizh en ardivinkoù kentañ e voe kemeret ar boaz da astenn pep skeudenn evit ma vije mentet reizh a-hed an abadenn[1].
Eus 1892 betek 1894 e voe moullet luc'hskeudennoù war ar c'hantennoù, ha livet da c'houde. Lod heuliadoù a oa kemplezh-kenañ, pa gemmeskent fiñvoù loened ha fiñvoù tud.
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er bloavezh 2004 e chome 71 zoopraksiskop, a zo bet luc'hskeudennet evit ul levr diwar-benn Eadweard Muybridge[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Kingston Museum (en)
- ↑ Stephen Herbert (2004), Eadweard Muybridge – The Kingston Museum Bequest, The Projection Box, ISBN 978-1-903000-07-6 (en)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Georges Sadoul (9vet emb., 1999), Histoire du cinéma mondial des origines à nos jours, Flammarion, ISBN 978-2080602169 (fr)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- The History of the Discovery of Cinematography (en)
- Dastumad Eadweard Muybridge e Skol-veur Pennsylvania (en)
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tomatrop (1824)
- Zoetrop(1834)
- Fenakistoskop (1841)
- Folioskop (1868)
- Praksinoskop (1877)
- Elektrotakiskop (1887)
- Mutoskop (1894)