Eil brezel Italia
Eil brezel Italia (1499–1504) zo ur brezel kaset gant ar roue gall Loeiz XII a-enep Fernando II Aragon gant skoazell un nebeud priñsed italian. Goude Kentañ brezel Italia e felle d'ar roue lakaat da dalvezout e wirioù war dugelezh Milano ha rouantelezh Naplez.
Prientiñ ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Setu Loeiz XII anvet da roue, dezhañ gwirioù an dierniezh Valois war rouantelezh Naplez, hag ouzhpenn da se gwirioù war dugelezh Milano dre e vamm-gozh Valentina Visconti, eus an Tiegezh Visconti. Ha Loeiz XII da brientiñ aloubadeg Italia a-zevri gant kuzulioù mat ar c'hardinal Georges d'Amboise, arc'heskob Rouan.
Da gentañ e klaskas ober brav d'an Tiegezh Borgia, rak skoazell digant ar pab Alesant VI a felle dezhañ kaout evit terriñ e eured da Janed Bro-C'hall ha gallout addimeziñ da Anna Breizh, intañvez e genderv Charlez VIII, evit gallout mirout dugelezh Breizh.
Ha Cesare Borgia da zegas dezhañ builh ar pab da freuzañ e zimeziñ. Evel prof e roas roue Bro-C'hall d'ar c'hannader un dugelezh, hini Valentinois, hag ouzhpenn da se dorn Charlotte d'Albret, c'hoar da roue Navarra, evit brasañ plijadur ar pab ha ne glaske nemet an tu da reiñ madoù a-leizh d'e holl vugale e korn pe gorn eus Europa.
Tommaat a reas Loeiz XII ouzh Republik Venezia ha sinañ ganti feur-emglev Blois d'an 2 a viz C'hwevrer 1499, ma promete ar roue leuskel tolead Cremona gant ar Republik ma kerzhje gantañ a-enep Milano. D'ar 16 a viz Meurzh 1499 e voe sinet feur-emglev Luzern entre Bro-C'hall ha Kantonioù Suis. Emglevioù all a reas gant Herri VII ha danvez roue Kastilha, Fulup Iañ Kastilha. A-benn ar fin en em gavas gronnet ha digenvez Dug Milano, Ludovico Sforza.
Ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gouhere 1499 e voe arsailhet dugelezh Milano gant an arme c'hall, renet gant condottiero Jacques de Trivulce ha gant soudarded Venezia. Ne voe ket skoazellet Ludovico il Moro gant an Impalaer santel, ne oa ket evit ober brezel e daou dalbenn, ma klaskas repu e Tirol. Ha Trivulce da gemer Milano d'an 2 a viz Gwengolo 1499. Genoa a voe kemeret ivez gant ar C'hallaoued. Loeiz XII ac'h eas neuze da gaout Trivulce da Vilano, hag a zistroas d'e rouantelezh, goude leuskel ar galloud en dugelezh gant e jeneral. Ludovico Sforza a savas un arme a nevez hag a adkemeras Milano en miz Meurzh 1500. Ha Loeiz XII neuze da gas La Trémoille ha Georges d'Amboise da adkemer an dugelezh. Ludovico il Moro n'en doa ket paeet e c'hoprsoudarded c'hoazh hag ar re-se neuze da nac'h en em gannañ ouzh an arme c'hall, ha da dapout an dug d'e reiñ d'ar C'hallaoued d'an 10 a viz Ebrel 1500.
Goude ar brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kaset e voe Ludovico il Moro da brizoniad da Vro-C'hall ma varvas en 1508. Charles II d'Amboise de Chaumont a voe anvet gant Loeiz XII da c'houarnour dugelezh Milano.