Edwin Morgan

Eus Wikipedia
Edwin Morgan

Edwin George Morgan (ganet d'ar 27 a viz Ebrel 1920 ha marvet d'an 19 a viz Eost 2010) a oa ur barzh ha troer skosat. E 1999 e oa bet anvet da varzh ofisieel kêr Glasc'ho, hag e 2004 e voe anvet da v-Makar, pe barzh broadel, Bro-Skos.

Ganet e voe Edwin Morgan e Glasc'ho ha tremenet en doa e yaouankiz e An Ruadh-Ghleann (Rutherglen), e-kichen Glasc'ho. Mont a reas da skol-veur Glasc'ho e 1937. E-pad an Eil Brezel-bed e voe arbennour a goustiañs ha tremen a reas amzer er Royal Army Medical Corps. Ne echuas e studioù nemet e 1947. Goude e kelennas er skol-veur, ma chomas betek 1980.

Bez' e oa Edwin Morgan unan eus ar Big Seven ("ar seizh bras"), ar seizh barzh skosat anavezetañ eus an XXvet kantved, asambles gant Hugh MacDiarmid, Robert Garioch, Norman MacCaig, Iain Crichton Smith, George Mackay Brown ha Somhairle MacGill-Eain.

Mervel a reas d'an 19 a viz Eost 2010, d'an oad a 90 vloaz.