Iain Mac a' Ghobhainn
Iain Mac a' Ghobhainn, pe Iain Crichton Smith (1añ a viz Genver 1928 – 15 a viz Here 1998) a oa ur skrivagner gouezeleg, barzh ha troer diwar ar saozneg e gouezeleg.
Ganet e voe e Glasc'ho ha desavet en enez Leòdhas. Eno e vevas, adalek e zaou vloaz, gant e vamm intañvez hag e zaou vreur, e kêriadenn Pabail. Studioù saozneg a reas e skol-veur Obar Dheathain (Aberdeen). Goude se e labouras evel kelenner e meur a lec'h e Bro-Skos, e Clydebank, Dumbarton hag Oban, a-raok mont da skrivagner leun-amzer e 1977, pa oa anavezet mat e oberenn dija. Skrivañ a reas kalz barzhonegoù ha meur a romant e gouezeleg hag e saozneg. Treiñ a reas barzhonegoù gouezelek Somhairle MacGill-Eain (Sorley MacLean) e saozneg ha treiñ a reas lod eus e varzhonegoù dezhañ ivez diwar ar gouezeleg e saozneg.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An còmhradh (ar pennad kaoz), danevell lakaet e brezhoneg gant Mikael Madeg, en dastumad Danevelloù gouezeleg a Vro-Skos (Brud Nevez, 1984).
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- BBC: Làrach nam Bàrd: Iain Crichton Mac a' Ghobhainn (gd)
- "Off the Page", video gant Iain Mac a' Ghobhainn (en)
- Iain Mac a' Ghobhainn - Scottish Poetry Library (en)
- Iain Mac a' Ghobhainn - BBC 2 Writing Scotland (en)
- The Contribution of Iain Crichton Smith, Edwin Morgan, ScotLit 23, Winter 2000 (en)