Mont d’an endalc’had

Edward Hopper

Eus Wikipedia

Edward Hopper (22 a viz Gouere 1882 e Nyack - 15 a viz Mae 1967 e New York) a oa ul livour hag un engraver stadunanat a labouras dreist-holl e New York, ma oa e stal-labour. Gwelet eo evel un an eus arzourien an naturalouriezh amerikan peogwir e livas dreist-holl buhez pemdez ar renkadoù etre. Er penn-kentañ e livas gweledvaoù parizian ha goude-se e livas gweledvadoù amerikan. En e livadurioù e weler kemmoù ar vuhez sokial er Stadoù-Unanet. Livañ a reas dreist-holl eoullivadurioù, ha sevel a reas ivez skritelloù, engravadurioù, dourioù-kreñv ha dourlivadurioù. En ul lodenn vras eus e oberennoù e weler hiraezh a-zivout Amerika an amzer-dremenet, hag ivez an diforc'h etre an natur hag ar bed modern. Peurliesañ e kinnig tudennoù o-unan ha melkonius.

Stummañ ha beajoù da Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edward Hopper a voe ganet e Nyack d'an 22 a viz Gouere 1882. E dud a oa gwerzherien merserezh[1] Mont a reas d'ur skol brevez ha da lise ar gêr ma voe ganet enni. Goude-se ez eas da New York ma teskas ar vicher skeudenner e New York School of Illustrating[2]. E 1900 ez eas da New York School of Art[3]. Eno e kejas ouzh George Bellows, Guy Pène du Bois, Patrick Henry Bruce, Walter Pach, Rockwell Kent ha Norman Raeben. E-touez e gelennerien e voe Robert Henri (1865-1929), ha gantañ e teskas Hopper skeudenniñ senennoù gwirheñvel ar vuhez e kêr.

A-benn peurglokaat e stummadur ez eas teir gwech da Bariz etre 1906 ha 1910[4]. Gweladenniñ a reas meur a vro all en Europa : an Izelvroioù (Amsterdam ha Haarlem), ar Rouantelezh Unanet (Londrez), Spagn (Madrid, Toledo), Alamagn (Berlin) ha Belgia (Brusel)[5]. E-keit ha ma oa en Europa e livas un tregont oberenn bennak[6]. En Europa e kejas ivez ouzh arzouerien amerikan all hag e voe dedennet gant al luc'hskeudenniñ a-drugarez da Eugène Atget. Plijet-bras e voe gant Bro-c'hall ha he sevenadur : pa zistroas d'ar Stadoù-Unanet e kendalc'has da lenn levrioù gallek ha da skrivañ e galleg ivez[7]. Gouest e oa da zibunañ barzhonegoù Verlaine[2].

Diskouezadegoù kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Washington Square North, ar straed ma oa stal-labour Edward Hopper

E 1908 en em stalias da vat e New York ma reas tresadennoù bruderezh ha ma oe skeudenner, met ne voe ket plijet-bras gant ar vicher[8]. D'ar mare-se ne live ket kalz, nemet e-pad an hañv. Kemer a reas perzh e meur a ziskouezadeg a-stroll e New York : e 1908 en Harmonie Club hag e 1912 e Mac Dowell Club. E 1909 e werzhas un daolenn evit ar wech kentañ hag en em stalias en ur studio e Washington Square e karter Greenwich Village[9]. E 1915 e savas dourioù-kreñv evit ar wech kentañ ha brudet e teuas da vezañ a-drugraez d'un diskouezadeg e Mac Dowell Club. Brudet e voe da vat etre an daou Vrezel-bed pa voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ e-unan e Whitney Studio Club (1920) E 1924 e timezas gant Josephine Verstille Nivison. E 1933 e prenjont un dachenn Cap Cod ma lakjont sevel un ti hag ur stal-labour[9].

E 1925 ec'h echuas Edward Hopper e daolennThe House by the Railroad, a zo gwelet evel unan eus e bennoberennoù. Ken abred hag e 1930 e vo prenet gant Museum of Modern Art[2]. Er memes bloavezh e voe prenet Early Sunday Morning gant Whitney Museum of American Art.

E 1933 e voe kinniget evit ar wech kentañ un diskouezadeg eus holl oberenn Hopper e Museum of Modern Art New York. E 1939 e kemeras perzh e juri Carnegie Institute hag e 1945 e voe dilennet en avant National Institute of Arts and Letters. E 1952 e voe diskouezet e oebrennoù e Diskouezadeg daouvloaziek Venezia. E 1953 e voe anvet Doctor of Fine Arts gant Art Institute of Chicago. Mervel a reas Hopper d'ar 15 a viz Mae 1967 en e stal-labour e Washington Square e New York. E wreg, anvet Josephine Nivison hag a oa livourez ivez, a varvas dek miz goude, ha reiñ a reas he oberennoù da Whitney Museum of American Art. Oberennoù pouezus all a zo e MoMA New York hag en Art Institute Chicago.

Perzhioù hag emdroadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E taolennoù kentañ Edward Hopper e weler Pariz, dreist-holl ar Saena ha mirdi al Louvre (Le Pont des Arts, 1907 ; Après-midi de juin, 1907 ; The Louvre in a Thuderstorm, 1909 ; Le Pavillon de Flore, 1909). Goude e chomadenn e Pariz (1906-1910) e kendalc'has d alivañ taolennoù a denne da Vro-C'hall ur wech distro d'ar Stadoù-Unanet : Soir bleu (1914) ha flemmskeudennoù parizian (bloavezhioù 1920). Bras e voe levezon gweledvaoù Europa war Hopper[10].

P'edo e Pariz e weladennas mirdioù ha diskouezadegoù ha dedennet e voe gant an drivliadelourien (a-drugarez da bPatrick Henry Bruce), ar faouvouriezh hag ivez oberennoù ar vistri izelvroat (Johannes Vermeer, Rembrandt) : pa'z eas d'an Izelvroioù e voe entanet gant An dro-c'hed en noz gant Rembrandt[2]. P'edo e Bro-C'hall e voe entanet gant oberennoù Edgar Degas. Ne voe ket dedennet Hopper gant taolioù-arnod ar gubourien met kentoc'h gant an arzourien wirvoudel (Gustave Courbet, Honoré Daumier, Jean-François Millet). O levezon a weler en e oberennoù kentañ. En daolenn Le Pavillon de Flore (1909, Whitney Museum of American Art, New York) e kaver elfennoù a adkaver en e oberenn a-bezh : diazezet eo an daolenn war un nebeud stummoù mentoniezh eeun, abladennoù livioù bras, hag elfennoù arkitektouriezh (linennoù serzh, re a-blaen ha re skij) a ya d'ober framm diabarzh an taolennoù.

Pa zistroas d'ar Stadoù-Unanet e savas Edward Hopper dourioù-kreñv (1915-1923), skritelloù, engravadurioù (betek 1928) hag ivez dourlivadurioù, diwar atiz e wreg. Tamm-ha-tamm e tilezas gweledvaoù Pariz hag e stagas gant gweledvaoù ha tiez Bro-Saoz Nevez. Er bloavezhioù 1920 e livas taolennoù ma'z implijas livioù teñval, gell ha splann (The City, 1927, Windows, at Night, 1928, Early Sunday Morning, 1930). Pellaat a reas diouzh an drivliadelouriezh hag ec'h implijas abladennoù livioù ha kontrastoù. Ne reas ket kalz poltredoù, war-bouez un emboltred (1925-1930) ha damdresadennoù e wreg Josephine.

Adstagañ a reas gant tudennoù e dibenn ar bloavezhioù 1920 : Chop Suey, 1929, Tables for Ladies (1930) ha Hotel Room (1931) a zo taolennoù ma weler merc'hed. Diwar 1938 e lakaas muioc'h a dudennoù oberiant en e daolennoù : Compartiment C, Car 293 (1938), Cape Cod Evening (1939), Nighthawks (1942).

Muioc'h a zonder psikologel a gaver en dudennoù a livas er bloavezhioù 1950-1965[11] ha diskouez a reas tud o taremprediñ tud all autres (Summer Evening, 1947 ; Four Lane Road, 1956). Tamm-ha-tamm e lakaas splannoc'h ivez an diforc'h etre diabarzh ha diavaez. En taolennoù ma tiskouezas pezhioù e voe nebeutoc'h-nebeutañ a draoù enno : e Rooms by the Sea (1951) ez eo kuzhet an arrebeuri a-dreñv ur voger hag e Morning Sun (1952) n'eus nemet ur gwele er gambr. Tennañ a ra e daolennoù da eñvorennoù adsavet pe da senennoù leurenneiet kentoc'h evit da skeudennoù gwirheñvel. C'hoari a reas ivez gant ar perspektiverezh (Rooms by the Sea, 1951) evel ma reas René Magritte[12].

Dodennoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gweledvaoù war ar maez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Edward Hopper a livas dreist-holl gweledvaoù war ar maez e biz ar Stadoù-Unanet : Cap Cod ha Bro-Saoz Nevez hag e dourioù-tan (Squam Light, 1912, Lighthouse Hill, 1927 ha The Lighthouse at Two Lights , 1929). E-pad e vuhez ez eas da Ganada (1923), beajiñ a reas e diabarzh ar Stadoù-Unanet (1925-1927, 1941) ha da Vec'hiko (1943, 1946, 1951, 1952), met daoust d'ar beajoù-se ez eo dreist-holl aodoù reter ar Stadoù-Unanet a livas. En e weledvaoù n'eus koulz lavarout den ebet : didud eo ar pezh a ginnig, er c'hontrol e tiskouez alies un hent (Road in Maine, 1914) pe un hent-houarn (Railroad Crossing, 1922-1923 ; Railroad Sunset, 1929). An hentoù a servij da skeudenniñ ar beajiñ, an amzer o tremen pe an troc'h etre sevenadurezh ha natur.

Gweledvaoù kêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hopper a blije dezhañ gweledvaoù kêr New York ma oa bet o studiañ ha ma oa o labourat (The New York Restaurant, 1922; Manhattan Bridge Loop, 1928). Livañ a reas ivez kêrioù bihanoc'h (American Village, 1912; Office in a Small City, 1953). En e daolennoù e tiskouez perzhioù ar c'hêrioù modern : lec'hioù tremen (letioù, hentoù-houarn, straedoù), dudi (The New York Restaurant, 1922 ; The Circle Theater, 1936 ; New York Movie, 1939), labour (Conference at Night, 1949), kenwerzh (Drug Store, 1927) pe kejadennoù (Chop Suey, 1929; Nighthawks, 1942). En e oberennoù e weler Amerika vodern ar bloavezhioù 1930, ma tiorroas ar gennad tredeel : ne livas labouradeg ebet.

Ma c'hall labour Hopper hañvalout bezañ tost ouzh hini Norman Rockwell ez eus un diforc'h bras etrezo : skeudennerezh ar c'hêrioù bihan amerikan eo a vez kinniget gant Rockwell padal e tiskouez Hopper ez eus enno kement a zigenvez hag er c'hêrioù bras.

Arkitektouriezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ti e Cape Cod, damheñvel ouzh Coast Guard Station , 1927

Dedennet-tre e oa Hopper gant an arkitektouriezh[13] ha kalz damdresadennoù savadurioù a savas p'edo e Pariz. Er bloavezhioù 1920 e teuas da vezañ brudet gant e zourlivadurioù ma tiskouez tiez an XIXvet kantved}. Arouezius eus an amzer-dremenet eo ar savadurioù livet gantañ, peurliesañ emaint gronnet gant gant an natur a seblant bezañ spontus. E taolennoù' zo ez eo ar savadur e-unan a seblant spontus evel en daolenn House by the Railroad (1925). Da-heul e livas meur a daolenn (senennoù e kêr pe war ar maez) ma vesk linennoù fin ha re ledan, gant kalz sklêrijenn ha gant tudennoù digenvez a seblant tapet en un trap.

E livadurioù Edward Hopper e weler savaduriom ha tiez da veur a vare war an deiz, evel ma rae an drivliadelourien : diouzh ar mintin (Early Sunday Morning, 1930; Morning Sun, 1952) pe diouzh an noz (Cape Cod Evening, 1939; Railroad Sunset, 1929), pa'z a ar skeudoù war hiraat ha pa vez splannoc'h ar c'hontrastoù. E meur a daolenn e livas an noz ivez (Nighthawks, 1942; Rooms for Tourists, 1945; Conference at Night, 1949).

Livañ kevredigezh ar Stadoù-Unanet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En oberennoù Edward Hopper e weler buhez pemdez an Amerikaned (american way of life), kreñvaet eo efed an taolennoù gant munudoù gwirheñvel : bruderezh (Chop Suey, 1929), arrebeuri kêr (Early Sunday Morning, 1930). An hentoù-houarn, ar moteloù, an straedoù didud pe ar stalioù dour-tan a zo arouezius ivez eus ar vuhez er Stadoù-Unanet. E Nighthawks (1942, Art Institute of Chicago) e tiskouez deomp pratikoù digenvez en un diner. Bras eo ar c'hontrast etre diabarzh ar stal ma'z eus gouloù neon ha teñvalijenn an diavaez.

E taolennoù Hopper e weler ivez ur gevredigezh o cheñch dre ma tiskouez bed ha buhez ar renkad etre, hag az eas war-raok e penn-kentañ an XXvet kantved. E Gas (1940) hag e Western Motel (1957) e weler ganedigezh kevredigezh ar c'hirri-tan. An hentoù, an hentoù-houarn hag ar pontoù a zo arouezioù eus ar vodernelezh, eus ar beajiñ hag eus mestroni tiriad ar Stadoù-Unanet. Gant Cobb's Barns, South Truro (1930-1933) e tiskouez deomp heuliad enkadenn 1929. Diskouez a ra an digenvez er c'hêrioù bras deomp hag ivez tudennoù o deus keuz eus Amerika gozh o vont diwar-wel.

E taolennoù' zo e tiskouez ivez dieubidigezh ar merc'hed a oa kroget goude ar Brezel-bed kentañ : merc'hed livet o dremm betek re e Chop Suey (1929). Dilhad berr ha skañv (South Carolina Morning, 1955; Summer, 1943). Daoust ma'z a ar merc'hed war frankaat e vezont diskouezet bresk hag o-unan gant Hopper (A Woman in the Sun, 1961).

Hopper a livas ivez merc'hed en o noazh (Eleven AM, 1926; A Woman in the Sun, 1961), taolennoù a denn d'an erotegezh (High Noon, 1945) pe d'ar sellerezh (Night Windows, 1928; Morning in a City, 1944; Morning Sun, 1952).

Labourat a reas ivez war an darempredoù paotr/plac'h : e Hotel Lobby (1943) e weler uc 'houblad kozh oc'h en em adkavout hag ur plac'h yaouank o lenn en tu-dehou. E Hotel by a Railroad (1952) e weler ur paotr o vutuniñ hag o sellout dre ar prenestr hag e wreg o lenn hep teurel pled outañ. E Cape Cod Evening (1939) e weler ur c'houblad yaouank o kaozeal en ul loggia. E Sunlight in a Cafeteria (1958) e weler ur paotr o sellout ouzh ur plac'h,sur a-walc'h e klasko koazeal ganti. Hag e-barzh Four Lane Road voies (1956) e seblant ar vaouez bezañ o c'hourdrouz e waz a seblant difrom.

Livañ an digenvez, ar velkoni hag an arallekadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tudennoù Hopper a zo dianv, evel patromoù. Pa seller ouzh o dremmoù ne weler tamm trivliad ebet, evel ma teufe an trivliadoù eus an endro m'emaint ennañ kentoc'h. Pa seller ouzh e daolennoù e verzer memestra an didrouz, ar velkoni, tennder hag argaserezh. Ar straedoù didud hag ar pezhioù bras a laka e dudennoù da vezañ pouezus ha tapet gant an arallekadur war un dro. Alies e kinnig Hopper al lenn da stourm ouzh an digenvez : Hotel Room (1931) pe Compartiment C, Car 293 (1938) e-touez livadurioù all. An tudennoù livet gantañ a seblant bezañ o c'hotoz un dra bennak ivez : e Summer (1943) e weler ur plac'h war-sav ouzh treuzoù un nor, evel ma vefe o c'hortoz e teufe unan bennak da gerc'hat anezhi. Difiñv eo an daolenn, war-bouez ar rideozioù. Da ziskouez an diforc'h etre diabarzh ha diavaez e'ch implijas Hopper prinistri, dorioù pe kontrastoù gouloù. En daolenn Rooms for Tourists (1945) ez eus gouloù en diabarzh padal ez eo teñval an diavaez. An aer pe ar gouloù e diabarzh ur pezh a ziskouez an emsell[14].

Awen ha levezon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Awenet eo bet Edward Hopper gant oberennoù ar XVIIvet kantved ( Velázquez, Rembrandt, Vermeer) ha re an XIXvet kantved : Goya, Daumier, Manet. Plijout a rae kalz dezhañ oberennoù Edgar Degas, hag an doare ma kinnige an egor hag a linennoù beskellek a gaver en e daolennoù[15]. Hopper a blije dezhañ ivez barzhonegoù Ralph Waldo Emerson[16] ha kelennadur Carl Gustav Jung ha Sigmund Freud[17]. Alies eo bet keñveriet e daolennoù gant pezhioù-c'hoari Henrik Ibsen (1828-1906)[2].

Edward Hopper a blije ar sinema dezhañ, ha gwelet e vez levezon ar 7vet arz en e oberennoù[18]. Tennañ a ra labour Hopper d'al luc'hskeudenniñ[19], evel ma weler e (Office in a Small City (1953), American Village (1912), The City (1927), House by the Railroad (1925), ha Two Comedians (1965).

Evit a sell ouzh Nighthawks (1942) e lavaras Hopper e oa bet levezonet gant an danevell The Killers gant Ernest Hemingway[20].

Meur a filmaozer en deus implijet oberennoù Edward Hopper : Alfred Hitchcock a implijasHouse by the Railroad (1925) da batrom evit ti Psycho (1960)[13]. E daolenn Night Windows (1928) a laka da soñjal er film Rear Window (1954).

Menegomp ivez George Stevens (Giant, 1956), Terrence Malick, Sam Mendes, Wim Wenders (Paris, Texas, 1984; The End of Violence, 1997), Tim Burton (Sleepy Hollow, 1999), Alan Rudolph (Choose me, 1984), Peter Greenaway (The Cook, the Thief, his Wife and her Lover , 1989), Warren Beatty (Dick Tracy, 1990), ar Vreudeur Coen (Barton Fink, 1991) pe c'hoazh Woody Allen (Sweet and Lowdown, 1999[21]). Jackson Pollock, Francis Bacon hag Edward Hopper eo an tri livour a blij ar muiañ d'ar filmaozer stadunanat David Lynch[18].

Oberennoù Edward Hopper

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Livadurioù pennañ Edward Hopper :

Titl Bloavezh Perc'hennet gant Dodennoù Luc'hskeudenn
Painter and Model 1902-1904 Whitney Museum of American Art livour, plac'h, noazhder, taolenn
Bridge in Paris 1906 Whitney Museum of American Art Pariz, pont
Le Pont des Arts 1907 Whitney Museum of American Art Saena, pont, Louvre [1]
Après-midi de juin 1907 Whitney Museum of American Art Louvre, Saena, pont
Les lavoirs à Pont Royal 1907 Whitney Museum of American Art Saena, poull-kannañ, pont
Louvre and Boat Landing 1907 Whitney Museum of American Art Louvre, Saena, kae-lestrañ
The El Station 1908 Whitney Museum of American Art ti-gar, hent-houarn [2]
Summer Interior 1909 Whitney Museum of American Art plac'h, kambr, gwele, noazhder [3]
The Louvre in a
Thunderstorm
1909 Whitney Museum of American Art Louvre, Saena, pont, bagoù
Le Pont Royal 1909 Whitney Museum of American Art Louvre, Saena, pont
Le Quai des Grands Augustins 1909 Whitney Museum of American Art pont, straed, savadur
Le pavillon de Flore 1909 Whitney Museum of American Art Louvre, Saena
The Wine Shop 1909 Whitney Museum of American Art tavarn, pont, koublad
American Village 1912 Whitney Museum of American Art straed, ti, kirri
Squam Light 1912 tour-tan, tiez, bagoù
Queensborough Bridge 1913 Whitney Museum of American Art New York, pont [4]
Soir bleu 1914 Whitney Museum of American Art furlukin, koublad, plac'h, sigaretennoù
Road in Maine 1914 Whitney Museum of American Art Maine, natur, hent [5]
Blackhead, Monhegan 1916-1919 Whitney Museum of American Art Maine, gweledva, mor [6]
Stairways 1919 Whitney Museum of American Art diri, dor, koad
The New York Restaurant 1922 Muskegon Art Museum
Michigan
preti, koublad, plac'h [7]
Railroad Crossing 1922-1923 Whitney Museum of American Art hent-houarn, hent,
ti, koad
House by the Railroad 1925 Museum of Modern Art hent-houarn, ti [8]
Self-Portrait 1925-1930 Whitney Museum of American Art emboltred [9]
Sunday 1926 Dastumad Phillips
Washingon DC
den, straed, savadurioù [10]
Drug Store 1927 Museum of Fine Arts, Boston apotikerezh, noz, straed [11]
Lighthouse Hill 1927 Dallas Museum of Art tour-tan, ti, torgenn [12]
Coast Guard Station 1927 Montclair Art Museum ti
Automat 1927 Des Moines Art Center plac'h, tavarn, prenestr,
noz, frouezh
[13]
The City 1927 University of Arizona Museum of Art kêr, straedoù, savadurioù [14]
Night Windows 1928 Museum of Modern Art noz, prenestr,
plac'h, savadur
[15]
Manhattan Bridge Loop 1928 Addison Gallery of
American Art
New York, hent-houarn, gouloù-straed
Railroad Sunset 1929 Whitney Museum of American Art hent-houarn, gweledva, serr-noz [16]
The Lighthouse at Two Lights 1929 Metropolitan Museum of Art tour-tan, ti [17]
Chop Suey 1929 Dastumad prevez tavarn, merc'hed, koublad
prinistri, barr-ti
[18]
Early Sunday Morning 1930 Whitney Museum of American Art straed, savadurioù,
arrebeuri kêr
[19]
Tables for Ladies 1930 Metropolitan Museum of Art preti, merc'hed
koublad, frouezh
Corn Hill
(Truro, Cape Cod)
1930 McNay Art Institute,
San Antonio
tiez, torgennoù [20]
Cobb's Barns, South Truro 1930-1933 Whitney Museum of American Art grañj, gweledva, torgennoù
New York, New Haven
and Hartford
1931 Indianapolis Museum of Art hent-houarn, tiez, gwez
Hotel Room 1931 Diazezadur Thyssen-Bornemisza leti, kambr, gwele
plac'h, lenn
[21]
Dauphinée House 1932 ACA Galleries hent-houarn, ti
Room in New York 1932 Sheldon Memorial Art Gallery
and Sculpture Garden
leti, koublad, lenn [22]
Macomb’s Dam Bridge 1935 Brooklyn Museum pont, stêr
kêr, savadurioù
The Circle Theater 1936 Dastumad prevez c'hoariva, straed savadur
arrebeuri kêr
[23]
Cape Cod Afternoon 1936 Museum of Art,
Carnegie Institute
Cap Cod, tiez [24]
Compartiment C,
Car 293
1938 Dastumad IBM Corporation tren, plac'h, lenn, pont [25]
New York Movie 1939 Museum of Modern Art New York, sinema,
plac'h, diri
[26]
Cape Cod Evening 1939 National Gallery of Art,
Washington DC
Cap Cod, koublad, ki, ti, koad [27]
Ground Swell 1939 Corcoran Gallery of Art bag, mor, houlenn,
plac'h, paotred
[28]
Gas 1940 Museum of Modern Art stal, paotr, koad, hent [29]
Office at Night 1940 Walker Art Center (Minneapolis) burev, plac'h, paotr, prenestr [30]
Nighthawks 1942 Art Institute of Chicago tavarn, plac'h, paotred,
noz, straed
[31]
Dawn in Pennsylvania Terra Museum of
American Art
hent-houarn, tren, savadurioù
Hotel Lobby 1943 Indianapolis Museum of Art ostaleri, koublad, plac'h, lenn [32]
Summer 1943 Delaware Art Museum plac'h, savadur, prinistri
Solitude 1944 Dastumad prevez ti, koad, hent
Morning in a City 1944 Williams College Museum of Art plac'h, noazhder, kambr,
gwele, prenestr, kêr
Rooms for Tourists 1945 Yale University Art Gallery ti, noz [33]
August in the City 1945 Norton Gallery of Art
West Palm Beach
ti, koad [34]
Summer Evening 1947 Dastumad prevez koublad, noz, ti [35]
Pennsylvania Coal Town 1947 Butler Institute of
American Art, Youngstown OH.
ti, diri, paotr [36]
Seven AM 1948 Whitney Museum of American Art mintin, koad, ti
Noon 1949 Dayton Art Institute ti, plac'h
Conference at Night 1949 Wichita Art Museum plac'h, paotred
prenestr, noz
Cape Cod Morning 1950 National Museum of American Art Cap Cod, plac'h, ti, koad [37]
Rooms by the Sea 1951 Yale University Art Gallery kambreier, mor, dor [38]
Morning Sun 1952 Columbus Museum of Art plac'h, kambr, gwele,
prenestr, kêr
[39]
Hotel by a Railroad 1952 Hirshhorn Museum and Sculpture Garden kambr, koublad, prenestr,
kêr, lenn
[40]
Sea Watchers 1952 Dastumad prevez koublad, mor, ti, avel,
Office in a Small City 1953 Metropolitan Museum of Art burev, paotr, prenestr, savadurioù [41]
South Carolina Morning 1955 Whitney Museum of American Art plac'h, ti
Hotel Window 1956 Dastumad The Forbes Magazine ostaleri, prenestr, plac'h, kêr
Four Lane Road 1956 Dastumad prevez koublad, stal, hent
koad, kador-vrec'h
[42]
Western Motel 1957 Yale University Art Gallery ostaleri, karr
gweledva, plac'h
Sunlight in a Cafeteria 1958 Yale University Art Gallery tavarn, pac'h, paotr,
prenestr, straed
[43]
Excursion into Philosophy 1959 Dastumad prevez koublad, kambr
prenestr, lenn
[44]
Second Story Sunlight 1960 Whitney Museum of American Art koublad, lenn, ti, koad [45]
People in the Sun 1960 National Museum of American Art
Washington DC
gweledva, lenn, paotred
merc'hed, hent, heol
[46]
A Woman in the Sun 1961 Whitney Museum of American Art plac'h, noazhder, prenestr,
gwele, gweledva
[47]
New York Office 1962 Montgomery Museum of Fine Arts New York, burev, plac'h, prenestr [48]
Intermission 1963 Dastumad prevez plac'h, kador-vrec'h
Sun in a Empty Room 1963 Dastumad prevez kambr, prenestr, koad [49]
Chair Car (gwerzhet e 2005, 10 865 milion a euroioù) 1965 Dastumad prevez plac'h, lenn [50]
Two Comedians 1965 Dastumad prevez koublad, dilhad, c'hoariva [51]


  • 1919 : priz kentañ kenstrivadeg vroadel United States Shipping Board Emergency Fleet gant ur skritell[5].
  • 1923 : Logen Prize gant Chicago Society of Etchers
  • 1955 : medalenn aour al livañ gant National Institute of Arts and Letters
  • 1960 : priz Art in America

Diskouezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Holl ziskouezadegoù New York, nemet ma'z eus meneget lec'hioù all

  • 1908 : diskouezadeg a-stroll, Harmonie Club
  • 1912 : diskouezadeg a-stroll, Mac Dowell Club
  • 1915 : diskouezadeg a-stroll, Mac Dowell Club
  • 1920 : kentañ diskouezadeg hiniennel (eoullivadurioù), Whitney Studio Club.
  • 1922 : diskouezadeg flemmskeudennoù, Studio Club.
  • 1924 : diskouezadeg dourlivadurioù, Frank K. Rehn Gallery.
  • 1926 : diskouezadeg dourlivadurioù, Boston Art Club (Boston).
  • 1927 : diskouezadeg dourlivadurioù, eoullivadurioù hag oberennoù moullet, Rehn Gallery.
  • 1928 : diskouezadeg dourlivadurioù, Morgan Memorial, Hatford, Connecticut.
  • 1929 : diskouezadeg e Frank K. M. Rehn Gallery.
  • 1933 : diskouezadeg hollek kentañ (kilsell) e Museum of Modern Art.
  • 1934 : diskouezadeg en Arts Club Chicago.
  • 1950 : diskouezadeg hollek (kilsell) e Whitney Museum of American Art ; kinniget goude-se e Mirdi arzoù-kaer Boston]] hag e Detroit Institute of Arts.
  • 1959 : diskouezadeg e Currier Gallery of Art, Manchester (New Hampshire), kinniget goude-se e Rhode Island School of Design (Providence)
  • 1964 : diskouezadeg hollek (kilsell) e Whitney Museum of American Art, kinniget goude-se en Art Institute de Chicago
  • 1989 : diskouezadeg e Marsilha (Mirdi Cantini).
  • E 2004 : un dibab livadurioù gant Hopper a voe kinniget en Europa : e Köln hag en Tate Modern e Londrez, ma teuas 420 000 gweladenner dindan tri miz.
  • 6 a viz Mae - 19 a viz Eost 2007 : oberennoù 1925-1950 e Mirdi arzoù-kaer Boston : 50 eoullivadur, 30 dourlivadur ha 12 engravadur[22].
  • 2010: diskouezadeg hollek (kilsell) e Diazezadur ar Peniti, Lausanne: 160 taolenn brudet-kenañ[23]
  • Daniel Royot, Jean-Loup Bourget, Jean-Pierre Martin, Histoire de la culture américaine, Paris, P.U.F., 1993, (ISBN 2130454895)
  • Rolf Günter Renner, Edward Hopper, Taschen, 2001, (ISBN 3822814377)
  • A-stroll, Edward Hopper, savet da-geñver « Edward Hopper », 23 a viz Even / 24 a viz Gwengolo 1989, Mirdi Cantini, Marseille, Adam Biro (ISBN 2876600498)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E galleg :

  • Éric Darragon, Richard R. Brettell, Edward Hopper. Les années parisiennes 1906-1910, Le Passage, (ISBN 2847420517)
  • Jean-Paul Hameury, Edward Hopper, Folle Avoine, 1992.
  • Heinz Liexbrock, Edward Hopper. Quarante Chefs-d’œuvre, Munich, Schirmer / Mosel, 1988.
  • Jean Foubert, « Edward Hopper, David Lynch : mises en perspectives » in Colloque " Vous avez dit Hopper ? ").

E saozneg :

  • Avis Berman, Edward Hopper's New York, Pomegranate Communications, 2005, (ISBN 0764931547)
  • Edward Hopper, Deborah Lyons, Brian O’Doherty, Edward Hopper : A Journal of His Work, W. W. Norton & Company, 1997, (ISBN 0393313301)
  • Gail Levin, Edward Hopper: The Art and the Artist, W. W. Norton & Company, 1996, (ISBN 0393315770)
  • Gail Levin, Edward Hopper: An Intimate Biography, Rizzoli, Upd Exp edition, 2007, (ISBN 0847829308)
  • Edward Lucie-Smith, Lives of the Great 20th-Century Artists, Thames & Hudson, 1999, (ISBN 0500237395 )
  • Virginia M. Mecklenburg, Edward Hopper: The Watercolors, W. W. Norton & Company, 1999, (ISBN 0393048497)
  • Gerry Souter, Edward Hopper, Parkstone, 2007, (ISBN 9781859954485)
  • Carol Troyen, Judith Barter, Elliot Davis, Edward Hopper, Boston, Museum of Fine Arts Publications, 2007, (ISBN 0878467122)
  • Walter Wells, Silent Theater: The Art of Edward Hopper, Phaidon Press, 2007, (ISBN 0714845418)
  1. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.33
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 Edward Hopper (1882-1967), The Artchive : http://www.artchive.com/artchive/H/hopper.html
  3. Collectif, Edward Hopper, 1989, p. 32
  4. Chomadenn gentañ : miz Here 1906 / miz Eost 1907 ; eil hini : miz Meurzh-miz Gouere 1909 ; trede hini : un nebeud sizhunvezhioù e 1910
  5. 5,0 ha5,1 Collectif, Edward Hopper, 1989, p.117
  6. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.16
  7. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.31
  8. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.50
  9. 9,0 ha9,1 R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 10
  10. 'America seemed awfully crude and raw when I got back. It took me ten years to get over Europe ; in Brian O’Doherty, American Masters : The Voice and the Myth, New York, Random House, 1973, p.16
  11. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 15
  12. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 60
  13. 13,0 ha13,1 D. Royot, J.-L. Bourget, J.-P. Martin, Histoire de la culture américaine, 1993, p.413
  14. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p.8-9
  15. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 41
  16. R. G. Renner, Edward Hopper, 2001, p. 28
  17. Collectif, Edward Hopper, 1989, p.62
  18. 18,0 ha18,1 Edward Hopper (1882-1967), http://www.cineclubdecaen.com/peinture/peintres/hopper/hopper.htm Ciné-club de Caen
  19. Collectif, L’Art des États-Unis, troet gant Christiane Thiollier, Citadelles et Mazenod, 1992 (ISBN 2-85088-060-4), p.250
  20. Collectif, L’Art des États-Unis, troidigezh gant Christiane Thiollier, Citadelles et Mazenod, 1992 (ISBN 2-85088-060-4), p.250
  21. Cf. Blog La Boîte à Image, "Edward et Woody"
  22. Edward Hopper, Boston Museum of Fine Arts, https://web.archive.org/web/20070706034214/http://www.mfa.org/exhibitions/sub.asp?key=15&subkey=2144
  23. http://www.fondation-hermitage.ch/

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.