Eüterpe

Eüterpe a oa unan eus an nav Muzez, anvet ivez Merc'hed an Awen, e mojennoù Hellaz kozh. Merc'h e oa da Zeus ha Mnemosyne.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Εὐτέρπη / Eütérpê eo an anv e gregach, ha talvezout a ra «a oar plijout», eus ar ger εὖ / eũ, «mat» ha τέρπω / térpô, «plijout».
Doueez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Doueez ar Sonerezh e oa. Ur fleüt a veze ganti, an aulos, bet ijinet ganti. Diwezhatoc'h e plijas da livourien zo reiñ dezhi binvioù all, paper sonerezh. Ur gurunennad vleunioù a veze war he fenn pa veze da-heul an doue Dionysos.
War bez Frédéric Chopin, e bered ar Père-Lachaise e Pariz, he gweler o ouelañ.
Eüterpe, gant François Boucher
Eüterpe hag Ourania, darn eus un daolenn gant Pompeo Batoni
Poltred Markizez Santa Cruz, gant Francisco de Goya. En Eüterpe emañ ar varkizez.
Eüterpe, gant Camille Roqueplan (1803-1855).