Bered Père-Lachaise
Neuz
(Adkaset eus Père-Lachaise)
Bered Père-Lachaise
| Rann eus | European Cemeteries Route, Association of Significant Cemeteries in Europe |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 21 Mae 1804 |
| Anv ofisiel | Cimetière de l'Est, Cimetière du Père-Lachaise |
| Anv er yezh orin | cimetière du Père-Lachaise |
| Anvet diwar | François de La Chaise |
| Stad | Frañs |
| E tiriad | 20vet arondisamant eus Pariz |
| Hent | boulevard de Ménilmontant |
| Lec'h | Quartier du Père-Lachaise |
| Daveennoù douaroniel | 48°51′40″N 2°23′39″E |
| Perc'hennet gant | municipality of Paris |
| Oberataer | municipality of Paris |
| Tisavour | Alexandre-Théodore Brongniart |
| Deiziad digoradur ofisiel | 1804 |
| Chomlec'h | 16, rue du Repos 75020 Paris |
| Kod-post | 75020 |
| Niverenn bellgomz | +33-1-55-25-82-10 |
| Postel | mailto:cimetiere.perelachaise@paris.fr |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.paris.fr/dossiers/bienvenue-au-cimetiere-du-pere-lachaise-47 |
| Taxon found at location | Kaouenn penn-tev, Kaerell-vras |
| Time of earliest written record | 1804 |


Bered Père-Lachaise, anvet ivez bered ar reter gant ar velestradurezh, eo ar brasañ bered e Pariz hag unan eus ar re vrudetañ er bed. Lec'hiet eo en 20vet arondisamant eus ar gêr, niverus eo an dud brudet beziet eno. Bep bloaz e vez ouzhpenn 3,5 milion a dud o weladenniñ al lec'h, pezh a lak anezhañ da vezañ ar bered gweladennet ar muiañ er bed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus torgennoù Pariz, anvet Champ-l'Évêque dre ma oa perc'hennet gant Eskob Pariz er Grennamzer, a oa bet kemmet e anv en XIIvet kantved evit hini Mont-aux-Vignes, abalamour d'ar pezh a veze gounezet eno en amzer-se.
Digoret e oa bet d'an 21 a viz Mae 1804 pa voe beziet ur plac'hig 5 bloaz, Adélaïde Paillard de Villeneuve, merc'h un douger kleier eus ar faubourg Saint-Antoine.

Un nebeud tud brudet douaret eno
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alamaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Max Ernst, livour, kizeller
Bretoned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mozoleon Pêr Abalard hag Héloïse D'Argenteuil
- Félicité de Lamennais, beleg, teologour, prederour
- Charles Monselet (1825-1888), skrivagner, kazetenner war ar geginerezh, "roue an hevlezourien"
- Fulgence Bienvenüe (1852-1936), ijinour, "tad ar metro"
Dominikiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Rafael Trujillo, diktatour[1]
Gallaoued
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean de La Fontaine, skrivagner
- Molière, c'hoarivaour
- Jean-Baptiste Say, armerzhour
- Emmanuel-Joseph Sieyès, dispac'hour
- Jean-François Champollion, egiptologour
- Auguste Comte, prederour ha matematikour
- Eugène Delacroix, livour
- Honoré de Balzac, skrivagner
- Georges Bizet, sonaozour
- Adolphe Thiers, prezidant ar Republik
- Camille Pissarro, livour
- Sarah Bernhardt, komedianez
- Marcel Proust, skrivagner
- Colette, skrivagnerez
- Jean Moulin, rezistant
- Édith Piaf, kanerez
- Georges Perec, skrivagner
Gresianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Maria Callas, kanerez c'hoarigan (n'eo nemet ur bolz-eñvor)
Italianed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Amedeo Modigliani, livour
Iwerzhoniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Oscar Wilde, skrivagner
Poloniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Fryderyk Chopin, sonaozour romantel
- Monumant en enor d'an arme polonat e Bro-C'hall
Stadunaniz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Richard Wright, skrivagner
- Jim Morrison, kaner
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Teir gwech e voe douaret Rafael Trujillo : er Republik Dominikan e 1961, e bered Père-Lachaise e 1964, hag a-benn ar fin e bered Mingorrubio e Madrid e 1971.