Dugelezh Urbino
Dugelezh Urbino (Ducato di Urbino en italianeg) a oa ur stad vihan en Italia, en-dro da gêr Urbino, hag a oa dindan Stadoù an Iliz, hag a badas tost da 200 vloaz, adal 1443 betek 1631.
Hiziv emañ he douaroù etre rannvroioù Marche hag Umbria, ha kumun Gubbio.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1516 e voe anvet Lorenzo II de' Medici da zug Urbino gant e eontr, ar pab Leon X, goude kemeret an dugelezh digant an Tiegezh Della Rovere da-heul un hir a vrezel rivinus. Kemeret e oa bet an dugelezh en-dro gant Francesco Maria Iañ della Rovere ur pennad, ha lakaet e voe Lorenzo e penn un armead 10 000 den d'hec'h adkemer, met gloazet e voe ha distreiñ a reas da Doskana goude leuskel an arme gant ar c'hardinal Bernardo Dovizi da Bibbiena, ul lenneg hogen brezelour dizampart, hag a rankas en em dennañ ivez. Gounit a reas Lorenzo an dugelezh en-dro dre ur feur-emglev. Goude e varv e 1519 e kouezhas dugelezh Urbino etre daouarn an Tiegezh Della Rovere adarre.
Duged Urbino
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lignez Da Montefeltro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Pried | Notennoù | Adalek | Betek | |
---|---|---|---|---|---|
Oddantonio II da Montefeltro | Drouklazhet | 1443 | 1444 | ||
Federico III da Montefeltro | Gentile Brancaleoni | Anavezet ivez evel Federico da Montefeltro | 1444 | 1482 | |
Guidobaldo Iañ da Montefeltro | 1482 | 1502 | |||
Cesare Borgia | Charlotte d'Albret | 1502 | 1504 | ||
Guidobaldo Iañ da Montefeltro | Distro d'ar galloud goude aet Cesare Borgia kuit. | 1504 | 1508 |
Della Rovere
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv | Pried | Notennoù | Adalek | Betek | |
---|---|---|---|---|---|
Francesco Maria Iañ della Rovere | Eleonora Gonzaga | 1508 | 1516 | ||
Lorenzo II de' Medici | Madeleine de la Tour d'Auvergne (1495-1519) | Lakaet er galloud gant ar pab. | 1516 | 1519 | |
Francesco Maria Iañ della Rovere | Eleonora Gonzaga | Distro e penn ar vro goude marv an alouber e 1519. | 1519 | 1538 | |
Guidobaldo II della Rovere | 1539 | 1574 | |||
Francesco Maria II della Rovere | Lucrezia d'Este | 1574 | 1621 | ||
Federico Ubaldo della Rovere | Mab da Francesco Maria II della Rovere | 1621 | 1623 | ||
Francesco Maria II della Rovere | Livia Della Rovere, eil pried | 1623 | 1631[1] |
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Memorie Istoriche Concernenti la Devoluzione dello Stato d'Urbino alla Sede Apostolica dedicate all'Illustrissimo e Reverendissimo Monsignor Domenico Riviera, Amsterdam, 1723 — (it) En-linenn
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Urbino
- Pesaro
- Gubbio
- Tiegezh Da Montefeltro
- Tiegezh Della Rovere
- Tiegezh Albani
- Urban VIII
- Stadoù ar Pab
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Mont a reas dastumadoù arzel an tiegezh Della Rovere gant an diwezhañ diskennadez, Vittoria Della Rovere, dimezet da Ferdinando II de' Medici, hag an darn vrasañ a voe kaset da Firenze