Federico Ubaldo della Rovere
Neuz
Federico Ubaldo della Rovere (1605-1623) a oa dug Urbino.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganedigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Intañvet e oa an dug Francesco Maria II della Rovere, goude marv e bried Lucrezia d'Este (1535-1598), merc'h-vihan da Anna Breizh, ha pevarzek vloaz koshoc'h egetañ. Dibennhêr e oa an intañv, hogen ur pennhêr en devoa ezhomm rak panevetañ ez aje da get an tiegezh Montefeltro Della Rovere, a ziskenne eus Federico da Montefeltro, ha daskoret e vije dugelezh Urbino da Stadoù ar Pab neuze. Hag eñ neuze ha goulenn digant ar pab Klemez VIII an aotre da eureudiñ da Livia Della Rovere, pevarzek vloaz, ur geniterv eus ur skourr all eus e diegezh[1].
Pevar bloaz goude an eured e voe ganet, d'ar 16 a viz Mae 1605, e palez Pesaro, Federico Ubaldo .
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Scorza, p, 21