Dousenn
Un dousenn[1] zo un unanenn-vuzuliañ, enni daouzek unanenn.
Traoù zo a vez kontet a-zousennoù pe a-zousennadoù, ha komzet e vez eus un dousenn vioù, un dousenn grampouezh, un dousenn batatez, un dousenn dud, ... un dousennad soudarded.
Lavaret e vez neuze e vez an traoù "diouzh an dousenn".
Komzet e vez eus un hanter dousenn pe hanter zousenn ivez evit c'hwec'h.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez ivez gant stummoù deveret: dousennad[2] ha dousenniad, pe douseniad[3]. Ar ger daouzegad[4] avat ne seblant ket gwall implijet.
Orin an doare kontañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krediñ a reer eo gwall gozh an doare-kontañ a zousennoù dre ma'z eo un niver aes da rannañ : 12 = 2 × 6 = 3 × 4 = 1 × 12. Dont a rafe eus Mezopotamia hag eus ar boaz da gontañ eskern ar bizied gant ar meud[5]. Evel-se, gant un dorn, e c'haller kontañ betek daouzek, ha gant daou zorn betek 144.
Ur gros zo kement ha daouzek dousenn (12 x 12), 144 eta.
RANNOÙ AN DOUSENN : 1/12 × 12 = 1 |
Trizek evit dousenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur boaz kenwerzh eo kontañ a-wechoù trizek en un dousenn; ne vez paeet nemet daouzek, unan evit netra a vez dreist-kont eta. E Breizh e vez trizek istrenn en dousenn istr. Ha hervez ar c'hrennlavar: « Trizek evit dousenn, Kont ar vioù e Lesneven» .
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra eus ar ger gallek douzaine, a gaver ivez e saozneg (dozen), e kembraeg (dwsin) ha yezhoù all, ha hennezh a deu eus ar ger latin duodecim, a dalv kement ha daouzek.
E nederlandeg e kaver daou c'her: unan damheñvel ouzh ar ger gallek, dozijn (evel dousenn eta), hag unan germanek rik twaalftal (un tamm evel daouzegad e brezhoneg).
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Georges Ifrah (1994), Histoire universelle des chiffres – L'intelligence des hommes racontée par les nombres et le calcul, Robert Laffont, ISBN 978-2-221-90100-7
- Gwelit al levrenn I, pp. 224-225.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
|
|
|
|
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dousen e Geriadur Vallée, pajenn 230.
- ↑ Div skouer er Geriadur Brezhoneg-Saozneg, Remon ar Porzh, 1989.
- ↑ Dousenniad e brezhoneg Gwened, hag e Dictionnaire breton-français du dialecte de Vannes, Emile Ernault, 1904.
- ↑ En Dictionnaire classique français-breton, gant Reun ar Glev, teirvet levrenn, e-keñver ar ger douzaine (1986, pajenn 961), skouer ebet avat.
- ↑ (fr)Pennad e-barzh ar gazetenn L'Express