Mont d’an endalc’had

Brikol

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dougelloù)
Ur brikol war bruched ur marc'h

Ur brikol (diwar ar ger gallek bricole) zo ur pezh lêr eus harnez ar marc'h, an hini a zo war e vruched hag a vount-eñ warnañ pa vez o sachañ war ar c'harr.

Ur brikol a veze ivez gant ar simidi, tud kreñv evel kezeg, pa zougent traoù ponner.


Komz a reer eus Devezh ar brikoloù, e Roazhon, d'ar 26 a viz Genver 1789, pa oa bet rioterezh gant simidi kêr.

Brikoloù d'an dud hiziv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur bragoù gant brikoloù.
Gwaskoù brikoloù

Hiziv e vez implijet brikoloù, pe dougelloù, da zougen ur bragoù, pa ne lakaer ket ur gouriz. Gwaskoù a vez ouzh pep penn da gregiñ er bragoù.

Evit derc'hel dilhad-merc'hed evel saeoù pe brennidennoù e kav da lod eo gwelloc'h ober gant skoazigelloù: n'int ket ken tev na ken kalet ha brikoloù kezeg.