Brikol
Neuz
Ur brikol (diwar ar ger gallek bricole) zo ur pezh lêr eus harnez ar marc'h, an hini a zo war e vruched hag a vount-eñ warnañ pa vez o sachañ war ar c'harr.
Ur brikol a veze ivez gant ar simidi, tud kreñv evel kezeg, pa zougent traoù ponner.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komz a reer eus Devezh ar brikoloù, e Roazhon, d'ar 26 a viz Genver 1789, pa oa bet rioterezh gant simidi kêr.
Brikoloù d'an dud hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiziv e vez implijet brikoloù, pe dougelloù, da zougen ur bragoù, pa ne lakaer ket ur gouriz. Gwaskoù a vez ouzh pep penn da gregiñ er bragoù.
Evit derc'hel dilhad-merc'hed evel saeoù pe brennidennoù e kav da lod eo gwelloc'h ober gant skoazigelloù: n'int ket ken tev na ken kalet ha brikoloù kezeg.