Dolores
Dolores zo un anv-badez spagnolek, roet d'ar merc'hed, deuet diwar Nuestra Senora de los Dolores, Itron Varia ar Poanioù, lidet d'ar 15 a viz Gwengolo. Tud ha lec'hioù zo anvet diwar an anv-se er broioù spagnolek.
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stank eo an anvioù evel Dolores, e Spagn ha Bortugal, deuet eus anvioù lec'hel ar Werc'hez Vari :
- Amparo, Asunción, Ángeles, Araceli, Begoña, Candelaria, Carmen, Concepción, Consuelo, Guadalupe, Mar, Mercedes, Milagros, Montserrat, Nuria, Paz, Pilar, Rocío, Rosario, ...
Adstummoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Diwar an anv-se e teu ar berranvioù Lola ha Lolita.
Brud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un tamm brud zo bet d'an anv en Iwerzhon, ha diouzh ar c'hiz eo bet an anv katolik-se ha ne oa ket saoz.
Anv-badez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- María Dolores Pradera, kanerez spagnol;
- Dolores Ibárruri, "La Pasionaria", politikourez spagnol ha komunourez
- Dolores del Río, aktourez vec'hikan
- Dolores O'Riordan, kanerez gant The Cranberries
- Dolores Keane, kanerez iwerzhonat
- Dolores Beltrán, pe Lola Beltrán, kanerez vec'hikan
- María de los Dolores Flores Ruiz, pe Lola Flores, kanerez spagnol
- Dolores González Flores, pe Lolita Flores, kanerez spagnol, merc'h da Lola Flores.
El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dolores Claiborne, romant Stephen King.
Anv-lec'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Europa[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Amerika[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Arc'hantina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- kêr Dolores, e proviñs Buenos Aires,
- kêr Villa Dolores, e Proviñs Córdoba.
Guatemala[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- kumun Dolores, e departamant Petén.
E broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- kêr Dolores Hidalgo, e stad Guanajuato e Mec'hiko.
- kêr Dolores, e departamant Soriano en Uruguay .
- Kêr Dolores e Colorado, e SUA.