Milagro
Neuz
(Adkaset eus Milagros)
Milagro, un anv spagnolek a denn d'ar relijion, milagros el liester, a zo:
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar stêr Milagro (stêr Spagn), e menezioù Toledo, e Spagn;
- ur gumun Milagro, e Nafarroa;
- ur gêr en Arc'hantina Milagro, e departamant General Ocampo e proviñs La Rioja;
- an distrig El Milagro e proviñs Utcubamba e departamant Amazonas e Perou.
- ur gêr, Milagro, pe San Francisco de Milagro, en Ecuador;
- ar stêr Milagro (stêr Ecuador), a dremen dre San Francisco de Milagro
Milagros
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lec'hioù all zo ivez hag a zo anvet Milagros (burzhudoù).
- kumun Milagros, e proviñs Burgos;
- kumun Milagros, Masbate, er Filipinez.
Milagros, anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-badez eo ivez Milagros, n'eo ket diwar anv El Señor de los Milagros (Aotrou ar Burzhudoù), anv ar C'hrist en ilizoù zo, met hini Nuestra Señora de los Miraglos (Itron Varia ar Burzhudoù), ha ne vez roet nemet d'ar merc'hed . Gallout a reer keñveriañ gant anvioù all el liester roet evel anvioù-badez d'ar merc'hed, evel Dolores, ha Mercedes.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Milagros Leal (1902-1975), aktourez spagnol.
- Milagros Ortiz Bosch, politikourez dominikan
- Milagro Sala, politikourez arc'hantinat, e penn an Organización Barrial Tupac Amaru.
- Milagros Schmoll, dougerez dilhad arc'hantinat a orin alaman