Mont d’an endalc’had

Lec'hanvadurezh

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Anv-lec'h)

Al lec'hanvadurezh eo ar skiant a bled gant studi al lec'hanvioù (pe an anvioù-lec'h). Ober a ra war-dro dastum an anvioù-lec'h, klask o zalvoudegezh, o gerdarzh hag o zreuzfurmadurioù pe o emdroadur a-hed ar c'hantvedoù. Gant an dudanvadurezh (studi an anvioù-tud) ez a al lec'hanvadurezh d'ober an anvadurezh (studi an anvioù divoutin), zo ul lodenn eus ar yezhoniezh.

Ledan eo domani al lec'hanvadurezh pa ya da studiañ an anvioù-lec'h annezet, kêrioù, kêriadennoù, pennkêrioù hag ouzhpenn-se an anvioù liammet gant an torosennadur, gant ar stêrioù, gant an hentoù ha gant elfennoù dibar evel anvioù tiez, da skouer. Diazezet eo diorreadur ar diskiblezh war studi an anvioù istorel kavet er skridoù ha dastum penaos e vez anvet al lec'hioù hag an elfennoù douaroniel gant an dud.

Isrannoù ar diskiblezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]