Candelaria
Neuz
Candelaria zo un anv-badez spagnolek roet d'ar merc'hed, hag a dalv kement ha Chandelour. Un anv-lec'h eo ivez.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eus anv Itron Varia ar Gouloù (Virgen de la Candelaria e spagnoleg) enoret e Tenerife, en Inizi Kanariez, e teu an anv. Eus ar ger latin candela (kantol) e teu ar ger candelaria.
Stank eo an anvioù deuet eus anvioù lec'hel ar Werc'hez Vari e Spagn pe Bortugal:
- Asunción, Ángeles, Araceli, Candelaria, Carmen, Concepción, Consuelo, Dolores, Guadalupe, Mar, Mercedes, Milagros, Montserrat, Nuria, Paz, Pilar, Rocío, Rosario, ... ha re all.
Gouel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 2 a viz C'hwevrer e vez lidet Gouel Maria ar Gouloù er broioù katolik, anvet ar Virgen de la Candelaria er broioù spagnolek, da lavarout eo Itron Varia ar Gouloù.
Berrstummoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Calala", "Cañi".
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Candelaria Molfese, aktourez ha korollerez arc'hantinat
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Candelaria, kumun e proviñs Santa Cruz de Tenerife, e Kanariez
- Isla Candelaria, anv spagnolek an eneze anvet Candlemas Island e saozneg.