Ángeles
Neuz
Ángeles zo un anv-badez spagnolek, berradur diwar an anv-badez María de los Ángeles.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Talvezout a ra kement hag aelez. Dont a ra eus anv ar Werc'hez Virgen de los Ángeles, gwarezourez kêr Getafe, e Kumuniezh Madrid, e Spagn. Enoret eo ivez e Costa Rica ma'z eo ar santez vroadel
Stank eo an anvioù deuet eus anvioù lec'hel ar Werc'hez Vari e Spagn pe Bortugal:
- Amparo, Asunción, Ángeles, Araceli, Candelaria, Carmen, Concepción, Consuelo, Dolores, Guadalupe, Mar, Mercedes, Milagros, Montserrat, Nuria, Paz, Pilar, Rocío, Rosario, ... ha re all.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Angela, en alamaneg hag italianeg
- Angelina, en italianeg ha saozneg
- Angèle, Angeline, Angélique, e galleg
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ángeles Balbiani , aktourez arc'hantinat
- Ángeles Mastretta, skrivagnerez vec'hikan
- Victòria López García, anavezet evel Victòria dels Àngels (e katalaneg) pe Victoria de los Ángeles (e spagnoleg) (1923 - 2005), kanerez soprano katalan
- Ángeles González-Sinde, renerez filmoù spagnol, bet Ministrez ar Sevenadur e Spagn.
Lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kanaouennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a ganaouenn saoznek zo anvet "Angeles"
- unan e 1991, gant Enya , en hec'h albom Shepherd Moons
- unan e 1993, gant Engelbert Humperdinck en e albom Yours: Quiereme Mucho
- unan e 1997 gant Elliott Smith en e albom Either/Or