Displegadur liesgourel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen displegadur liesgourel pe displegadur liespersonel (saoz: polypersonal agreement pe polypersonalism) evit komz eus ar fed ma c'hell bezañ displeget ur verb evit klotaat gant meur a arguzenn war un dro, perliesañ betek peder d'ar muiañ.
Ur perzh morfologel an hini eo hag a dalvez da verkañ ar penn ("pennmerkadur", saoz. head marking) kavet alies er yezhoù liessintezel. Klokaat a ra peurliesañ an displegadur liesgourel gant an ergativelezh.
Er yezhoù nann-liesgourel, e vez displeget ar verb hervez an arguzenn bennañ, da lâret eo ar rener evel e brezhoneg, pe c'hoazh ne vez ket displeget tamm ebet evel e sinaeg. Gant yezhoù liesgourel avat e vez implijet morfemennoù staget ouzh ar verb evit diskwel ar rener, ar renadenn eeun, ar renadenn dieeun, ar resever, hag all.
Kavet e vez an displegadur liesgourel e yezhoù evel an euskareg hag ar jorjieg hag en darn vrasañ eus ar yezhoù liessintezel, evel da skouer ar gwaranieg, an tsalagieg ('"tcherokeeg") hag an inuktitut.
E jorjieg, da skouer, e vez savet ul lieselfenn verbel diwar ur wrizienn mui meur a genger hervez an ezhommoù resis. Gant al lieselfenn verbel jorjiek e c'heller merkañ ar rener, ar renadenn eeun, ar renadenn dieeun, ar resever, al lec'hiañ, ar perc'henniezh hag an abeg, da skouer:
- v-khed-av "Gwelet a ran anezhañ"
- g-mal-av-en "Kuzhat a reont ac'hanout/ac'hanoc'h"
- g-i-mal-av-en "Kuzhat a reont anezhañ diouzhoc'h/diouzhit"
- gv-i-ket-eb-s "Hen ober a ran evidomp"
- a-chuk-eb-s "Reiñ a raio anezhañ dezhañ""
- mi-u-lots-av-s "E c'hourc'hemennaouiñ a raio razañ"
Disheñvel al liesgourelezh eo diouzh ar raganvioù renadenn stag" (saoz. clitic pronoun) implijet gant yezhoù romanek zo dre ma n'int ket suert raganvioù stag enbarzhiet er verb, da skouer e galizeg:
- mostráronsechenolos
- mostr- + -aron + se + che + nos + os
- GWRIZIENN VERB + MERK AN TREDE GOUR LIESTER (> "rener") + TREDE GOUR UNANDER (> "tu gouzañv") + EIL GOUR UNANDER DATIVEL (> "merk ar c'hengred") + KENTAÑ GOUR LIESTER DATIVEL ("renadenn dieeun") + TREDE GOUR GOUREL UNANDER AKUZATIVEL ("renadenn eeun")
- ("Diskwelet e oant bet dimp")
Gwelit ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Morfologiezh
- Gour
- Verb
- Mts'k'rivi (screeve)