Mts'k'rivi

Eus Wikipedia

Er yezhoniezh e vez implijet an termen mts'k'rivi pe steudad verb (diwar ar jorjieg მწკრივი "renkad, steudad"; saozneg: screeve) evit komz eus ur steudadoù ar verb e jorjieg.

Disheñvel eo ar steudadoù-se diouzh an amzerioù implijet gant ar yezhoù indezeuropek da skouer dre ma tenn pep steudad d'un amzer, d'un arvez ha d'un doare war un dro (saozneg: TAM, tense-aspect-mood).

Keit ha ma talvez an displegadur e darn vrasañ yezhoù ar Reter evit merkañ amzer, arvez ha doare ur verb e c'hell talvezout mts'k'rivioù ar jorjieg evit merkañ ar perzhioù-se pe get. Da skouer, gant ar steudiad peurdremenet e vez merket perzhioù disheñvel-krenn diouzh perzhioù ar steudadoù all, evel perzhioù o tennañ da gredennoù an hini a zo o komz diwar-benn gwirvoud un darvoud pe un ober bennak, keñveriit:

Steudad peurdremenet
c'erili dauc'eria
"(War a seblant) en deus skrivet al lizher"
krediñ a ra an hini a zo o komz evit abeg pe abeg, da kouer peogwir he/en deus e welet, eo bet skrivet al lizher da vat
Steudad a vremañ
c'erils dac'ers
"Skrivañ a raio al lizher"
frazenn neptu hep meneg ebet eus ar fed ma kav d'an hini a zo o komz hag-eñ e vo skrivet pe get

Tri steudad diazez ez eus en holl e jorjieg, gant pep hini ur patrom unvan o tennañ d'an doare ma rank bezañ displeget ur verb. Ouhzpenn an tri steudad pennañ, anvet ar kentañ steudad, an eil steudad pe steudad an aorist hag an trede steudad pe steudad ar peurdremenet, en deus ar steudad kentañ daou issteudad, anvet issteudad an amzer vremañ hag issteudad an amzer da zont. Unnek mts'k'rivi disheñvel ez eus en holl neuze:

  Doare diskuliañ Amzer dremenet sujañ
Issteudad amzer vremañ Amzer vremañ diskuliañ Amzer dremenet ledan Amzer vremañ sujañ
Issteudad amzer da zont Amzer da zont Doare divizout Amzer da zont sujañ
Steudad aorist Aorist Doare hetañ
Steudad peurdremenet Amzer dremenet strizh Amzer dremenet strizh kevrennek Amzer dremenet strizh sujañ

Amañ eo bet implijet an termenoù yezhadurel boas e brezhoneg evit envel pep amzer, met dre ma na glot ket bep o implij gant re an amzerioù gante an hevelep anv e brezhoneg e vez displeget buan-ha-buan penaos e vezont implijet e jorjieg:

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer vremañ diskuliañ (saoz. present indicative) evit ober dave d'un darvoud oc'h en em diorren e-keit m'emeur o kaozeal, da lâret eo en amzer vremañ (d.s. "kanañ a ra", "o kanañ emañ") pe c'hoazh evit komz eus un darvoud pe un ober boas (d.s. "kanañ a ra"; "o kanañ e vez").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer dremenet ledan (saoz. imperfect) evit ober dave d'un ober pe d'un darvoud diechu c'hoazh en ur framm amzer tremenet (d.s. "o kanañ e oa"; "kanañ a rae"). Implijet e vez ivez evit ober daver d'un darvoud pe d'un ober boas en amzer dremenet (d.s "o kanañ e veze"; "kanañ a rae").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer vremañ sujañ (saoz. present subjunctive) evit ober dave da evit ober dave da oberoù pe da darvoudoù en amzer vremañ hag a c'hellfe degouezhout pe get, peurliesañ en islavarennoù stag (d.s. "ra ma kan").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer da zont (saoz. future) evit ober dave da oberoù pe da darvoudoù hag a degouezhint en dazont (d.s. "Kanañ a raio").

Implijet e vez mts'k'rivi an doare divizout (saoz. conditional) gant ar ger kevatal da ma e brezhoneg (d.s "kanañ a rafe"; "kanañ he/en defe graet").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer da zont sujañ (saoz. future subjunctive) evit ober dave da oberoù pe da darvoudoù en amzer da zont hag a c'hellfe degouezhout pe get, peurliesañ en islavarennoù stag (d.s "kanañ a raje").

Implijet e vez mts'k'rivi an aorist (saoz. aorist) evit ober dave da oberoù pe da darvoudoù degouezhet en amzer dremenet ("kanañ a reas"; "kanañ he/en doa graet"). Implijet e vez ivez evit an doare gourc'hemenn (d.s. "Kan!"; "Kanit!").

Meur a implij en deus mts'k'rivi an doare hetañ (soaz. optative):

  • Doare gourc'hemenn en stumm nac'h ("Na gan(it) ket!"; "Arabat kanañ!").
  • In obligations ("S/he must verb").
  • In hypothetical conditions ("If s/he verbed (optative), X would happen (conditional)").
  • In exhortations ("Let's verb").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer dremenet strizh (saoz. perfect) evit ober dave da oberoù pe da darvoudoù ne oant ket bet gwelet war-eeun gant an hini a zo o komz (d.s "Kanañ a reas (a hervez/war a seblant)").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer dremenet strizh kevrennek (soaz. pluperfect) evit ober dave d'un ober pe d'un darvoud termenet a-raok un ober pe un darvoud all peurdremenet (d.s. "kanañ he/en doa graet").

Implijet e vez mts'k'rivi an amzer dremenet strizh sujañ (saoz. perfect subjunctive) evit ober hetoù ("Ra ma kano!").

Setu penaos ec'h a en-dro ar mts'k'rivi aoristel evit an darn vrasañ eus ar verboù e kaver d'an nebeutañ ur rakverb (saoz. preverb) (da-), ur wrizienn (c'er, "skrivañ") hag ul lostger (-e, -a, -es) mui ul lostger evit merkañ al liester evit ar c'hentañ hag an eil gour (-t):

  Unander Liester
Kentañ gour davc'ere "Hen skrivis" davc'eret "hen skrivjomp"
Eil gour dac'ere "Hen skrivjout" dac'eret "Hen skrivjoc'h"
Trede gour dac'era "Hen skrivas" dac'eres "Hen skrivjont"

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]