Revr : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
|||
Linenn 81: | Linenn 81: | ||
[[Rummad: troioù-lavar brezhonek]] |
[[Rummad: troioù-lavar brezhonek]] |
||
⚫ | |||
[[it:culo]] |
[[it:culo]] |
||
[[en:arse]] |
[[en:arse]] |
||
Linenn 87: | Linenn 87: | ||
[[fi:Perse]] |
[[fi:Perse]] |
||
[[ru:Жопа]] |
[[ru:Жопа]] |
||
[[als:Gesäss]] |
|||
[[ca:Cul]] |
|||
[[cs:Hýždě]] |
|||
[[da:Balde]] |
|||
[[de:Gesäß]] |
|||
[[en:Buttocks]] |
|||
[[eo:Pugo]] |
|||
[[es:Nalga]] |
|||
[[fi:Pakarat]] |
|||
[[fr:Fesse]] |
|||
⚫ | |||
[[he:עכוז]] |
|||
[[lb:Hënner]] |
|||
[[lt:Sėdmenys]] |
|||
[[nl:Bil (anatomie)]] |
|||
[[no:Rumpeball]] |
|||
[[pl:Okolica pośladkowa]] |
|||
[[pt:Nádegas]] |
|||
[[ru:Ягодицы]] |
|||
[[simple:Buttocks]] |
|||
[[sv:Stjärt]] |
|||
[[zh:臀部]] |
Stumm eus an 8 Du 2006 da 00:30
Ar revr eo al lodenn eus korf an Den hag al loened troadek etre an divgroazell hag an divvorzhed. Meneget eo er C'hatholicon dindan ar stumm reffr (1499).
Komzet e vez eus revr an traoù ivez : ur revr o deus ar pod-houarn, ar vag, ar c'harr, ar c'hanol, ar gwez...
Dereadegezh
Koulskoude, diwar levezon ar galleg moarvat, hag ar sevended degaset gantañ marteze, eo aet ar ger revr e-maez a implij tamm-ha-tamm e troiennoù zo dre ma 'z eus ur ger all kevatal : daoust hag en abeg da se eo e kaver ar ger kil e-lec'h revr en droienn "penn-kil-ha-troad".
Ur ger hollek
Pa gomzer eus ar revr e komzer eus un hollad a zo anezhañ : ar feskennoù (pe ar peñsoù), ar ridell, hag ar fraezh (pe an toull-revr).
Ur ger naturel
Ar braz eus an dud a ra gant ar ger en un doare naturel evit komz eus al lodenn-se eus ar c'horf a zo e traoñ ar c'hein hag a seblant graet evit azezañ muioc'h eget evit kaout taolioù botoù. Sede troioù-lavar a ziskouez an daou implij-se:
- Bezañ moan e revr, ha Tapout ur revriad aon, a zo un heñvel.
- Bezañ kras e revr evel un dorchenn blouz, bezañ pinvidik ha pizh (Tro-lavar implijet er gontadenn Noblañs gant Jakez Konan).
- Bezañ leun e revr: bezañ mezv
- Bezañ paour e revra zo kreñvoc'h eget bezañ paour hepken
- Bezañ poazh e revr, pe Bezañ holen kras en e revr: kaout c'hoant da fiñval, da vont da lec'h all.
- Bezañ skuizh e revr gant un dra bennak: a zo kreñvoc'h eget bezañ skuizh hepken.
- Bezañ war gab e revr: bezañ azezet, pa gomzer eus loened zo (ki, kazh, louarn, bleiz).
- Kouezhañ war e revr
- Redek e revr: redek ar vro. Hennezh a vez ordinal o redek e revr. Ur reder-e-revr a vez atav war an hentoù.
- Sachañ ar revr: mont kuit; implijet evel-hen: "Sach da revr ganit!"
- Sevel ar revr: sevel. Sav da revr alese!
- Tapout taolioù botoù e-barzh ar revr.* Krediñ lavarout eo e revr dezhañ: krediñ kaozeal pe sevel ar vouezh.
- Terriñ ar revr: skuizhañ penn unan bennak. Arabat dit dont da derriñ ma revr gant ar c'hozh ti brein-se ken!
- Teurel ar revr war ur gador.
- Krennlavar: Ul lamm revr a dalv nav.
Ur ger lous
Lod tud a gav koulskoude eo ur ger lous, hag e kavont gwelloc'h ober gant ar ger penn a-dreñv.
Koulskoude ez eus un implij dizereat splann eus ar ger pa vez kemeret da skeudenniñ ar vuhez reizhel ha dreist-holl hini ar merc'hed, e genoù ar baotred a gomz neuze eus
- ur revr skorn, ur revr yen,
- ur revr domm, ur revr boazh.
Gerioù all
Sede un nebeud gerioù all a reer ganto evit chom hep ober gant ar ger revr:
- feskennoù
- divglun, eus ar ger klun, nebeud anavezet nemet e Bro-Wened;
- pastelloù
- moñselloù
- leternioù
- talier
Gerioù deveret
- revreg pe revrieg, revrek pe revriek (ar stumm eg eo a gaver gant Jules Gros).
- Ur revreg zo ur paotr gant ur pezh revr. Ur revregez zo ur plac'h.
- An troiennoù "pennek-ha-revrek" pe "daoubennek-daourevrek": Lak da gaol pennek-ha-revrek.
- revriañ
- revrad, pe revriad. Ur revrad a c'hall bezañ
- un taol war ar revr
- pe un tortad, un toullad, ur c'horfad. Ober ur revrad a raio an hini a ev re.
- ur bern traoù: ur revriad traoù
- Mont da gerc'hat ur revrad dour, a zo mont dindan ar glav
- un dra vras: ur revriad aon, ur revriad vezh
- ur revriad hini, da lavarout eo ur pezh hini, ur mell hini.
- direvr: ur c'helorn direvr
- direvrañ a zo koll ar revr, pe marteze koll ar spered: "Hennezh a zo prest da zirevrañ gant ar c'hoant da vont d'ar pardon (Jules Gros)
- a-revr, en droienn chom a-revr: labour chomet a-revr a zo labour a dleje bezañ echu ha n'eo ket graet c'hoazh.
Gerioù gant revr enno
- revr-bezel
- revr-noazh (pesk)
Kemmadur
A-wechoù e vez graet ar c'hemmadur dre vlotaat war-lerc'h ar ger gourel revr, evel pa vije ur ger benel.
Levrioù implijet da sevel ar pennad
- Geriadur brezhoneg an Here, 2001. Ar pennadoù REVR ha REVRIAD, pajenn 1109.
- Jules Gros, Le Trésor du Breton Parlé, 2ème partie, Librairie bretonne Giraudon, 1977: ar pennad REVR, pajennoù 442, 443, 444, hag ar pennadoù REVRAD ha REVREG.