Vogalennoù a gentañ renk : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: sv:Kardinalvokal |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: ml:മാനസ്വരം; Kemm dister |
||
Linenn 3: | Linenn 3: | ||
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''vogalenn a gentañ renk''' ([[Saozneg|saoz.]]: [[:en:Cardinal vowel|''cardinal vowel'']]) war tachenn ar [[fonologiezh]] hag ar [[fonetik]] evit komz eus ur rummad [[vogalenn|vogalennoù]] resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ [[lec'h distagañ]] holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e [[brezhoneg]] dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i]. |

Peuraozet e oa bet ar sistem implijet bremañ gant ar [[fonetik |
Peuraozet e oa bet ar sistem implijet bremañ gant ar [[fonetik]]our [[Daniel Jones]] e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealoù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl. |
||
[[Skeudenn:Cardinal vowel tongue position-front.png|thumb|Lec'hiadurioù uhelañ an teod o klotaat gant ar [[vogalenn a-raok|vogalennoù a-raok]] a gentañ renk]] |
[[Skeudenn:Cardinal vowel tongue position-front.png|thumb|Lec'hiadurioù uhelañ an teod o klotaat gant ar [[vogalenn a-raok|vogalennoù a-raok]] a gentañ renk]] |
||
Linenn 50: | Linenn 50: | ||
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a [[vogalenn greiz]]. |
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a [[vogalenn greiz]]. |
||
==Gwelit ivez:== |
== Gwelit ivez: == |
||
* [[Vogalenn]] |
* [[Vogalenn]] |
||
Linenn 60: | Linenn 60: | ||
[[ja:基本母音]] |
[[ja:基本母音]] |
||
[[ko:기본 모음]] |
[[ko:기본 모음]] |
||
[[ml:മാനസ്വരം]] |
|||
[[sv:Kardinalvokal]] |
[[sv:Kardinalvokal]] |
||
[[zh:定位元音]] |
[[zh:定位元音]] |
Stumm eus an 7 Her 2010 da 04:21
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i].
Peuraozet e oa bet ar sistem implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealoù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl.
Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhoù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:
- [i]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-raok posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz plaen pe stegn;
- [ɒ]: produet gant ar teod an izelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat;
- [u]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz rontaet;
Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen:
Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:
- Pevar derez a-led:
- A-raok (teod an tostañ ouzh penn a-raok ar genoù)
- Tost a-raok
- Tost a-dreñv
- A-dreñv (an teod an tostañ ouzh foñs ar genoù)
Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:
- Vogalennoù a gentañ renk plaen (a-raok):
- [i, e, ɛ, a]
- Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv):
- [u, o, ɔ, ɑ]
Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:
- Vogalennoù a eil renk ront (a-raok):
- [y, ø, œ, ɶ]
- Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv):
- [ɯ, ɤ, ʌ, ɒ]
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz.