Lombarded : diforc'h etre ar stummoù
kempenn |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 12: | Linenn 12: | ||
Pa zeujont da Italia e oa [[pagan]] darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. |
Pa zeujont da Italia e oa [[pagan]] darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all [[kristeniezh|kredenn gristen]] [[Arius]]. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar [[pab|bibien]]. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. |
||
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant [[Pepin Grenn]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. [[Karl Veur]] |
Gant ar Pab e voe galvet ar [[Franked]] d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant [[Pepin Grenn]], war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab [[Adrian Iañ]], ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue [[Dider Lombardia]], gant [[Karl Veur]] roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e [[Pavia]] e [[774]]. |
||
==LOmbardia== |
|||
Lonket e voe bro al Lombarded neuze en [[Impalaeriezh Karl Veur]]. |
|||
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet [[Lombardia]] anezhi. |
Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz [[Italia]] a vez graet [[Lombardia]] anezhi. |
||
[[Skeudenn:kurunenn.jpg|thumbnail|500px|left|Kurunenn rouaned al Lombarded]] |
[[Skeudenn:kurunenn.jpg|thumbnail|500px|left|Kurunenn rouaned al Lombarded]] |
Stumm eus an 18 Mae 2008 da 11:42
Unan eus ar pobloù german e oa al Lombarded pe Langobarded. Er c’hentañ kantved e oant o vevañ e traoñienn ar stêr Elbe, e hanternoz Alamagn hiziv. Er IVe kantved e oa pobloù all o tont eus ar reter ha mont a reas al Lombarded war-zu ar c’hreisteiz. Goude ur pennad en em ziazezjont e Pannonia hag e Noricum (Aostria hag Hungaria hiziv). Reiñ a reas an impalaer roman Justinianus Iañ an aotre dezho da chom eno e 548, evel foederati (pobl kevreet gant ar Romaned). E 568, dindan ren o roue Alboin, e voe treuzet an Alpoù ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz Italia. Eno e voe savet ur rouantelezh ganto, ha Pavia da gêr-benn. Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent Stadoù ar Pab nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an Impalaeriezh vizantat. Goude marv ar roue Alboin (war-dro 570) e voe rannet o rouantelezh e 36 dugelezh. Ne oa ket unvan bro al Lombarded ken ha gwanoc’h en em gavent evit talañ ouzh tagadennoù Bizantion en un tu pe re ar Franked en tu all.
Pa zeujont da Italia e oa pagan darn eus al Lombarded, tra ma heulie lod all kredenn gristen Arius. Abalamour da se ne oa ket mat an darempred etrezo hag ar bibien. Tammig-ha-tammig hepken e voe degemeret ganto ar boazioù roman hag ar relijion gatolik. Gant ar Pab e voe galvet ar Franked d'e sikour enep dezho, ha trec’h e voe ar Franked, renet gant Pepin Grenn, war al Lombarded. Dont a reas ar Franked adarre, galvet gant ar Pab Adrian Iañ, ha trec’h e voent adarre. Goude trec'het ar roue Dider Lombardia, gant Karl Veur roue ar Franked, e voe roet d'an trec'hour kurunenn roue al Lombarded e Pavia e 774.
LOmbardia
Lonket e voe bro al Lombarded neuze en Impalaeriezh Karl Veur. Lezet o deus al Lombarded o anv d’ur rannvro vras e hanternoz Italia a vez graet Lombardia anezhi.