Norseg : diforc'h etre ar stummoù
D liammoù |
klokaat |
||
Linenn 5: | Linenn 5: | ||
Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar [[saga]]où), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en [[Island]] hag e [[Norvegia]], a anavezer ar gwellañ. |
Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar [[saga]]où), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en [[Island]] hag e [[Norvegia]], a anavezer ar gwellañ. |
||
Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez [[Gotland]], an hini a anavezer an nebeutañ. |
Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e [[Danmark]] ha [[Sveden]]. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez [[Gotland]], an hini a anavezer an nebeutañ. |
||
==Istor== |
|||
Ar [[runoù]] koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh [[700]] pe war-dro. |
|||
Mare klasel an norseg a lakaer en [[XIIvet kantved|XIIvet]] ha [[XIIIvet kantved]]. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus [[saga]]où Island, ken brudet. |
|||
Betek an [[XIIIvet kantved]] e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto ''dansk tunga'' (er reter) pe ''dönsk tunga'' (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek". |
Betek an [[XIIIvet kantved]] e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto ''dansk tunga'' (er reter) pe ''dönsk tunga'' (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek". |
||
Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar [[bosenn|vosenn]] goude [[1370]]. Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezañ disheñvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden. |
|||
En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an [[islandeg]]. Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaoù. |
|||
Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant [[runoù|lizherennegoù runek]]. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al [[lizherenneg latin]]. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude. |
|||
==Emled== |
==Emled== |
||
Linenn 24: | Linenn 32: | ||
*[http://www.hi.is/~haukurth/norse/ Old Norse for Beginners] |
*[http://www.hi.is/~haukurth/norse/ Old Norse for Beginners] |
||
*[http://www.utexas.edu/cola/depts/lrc/eieol/norol-TC-X.html Old Norse Online] |
*[http://www.utexas.edu/cola/depts/lrc/eieol/norol-TC-X.html Old Norse Online] |
||
==Traoù all== |
|||
Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh [http://meta.wikimedia.org/wiki/Requests_for_new_languages#Old_Norse meta:Requests_for_new_languages]. |
|||
[[Rummad:Yezhoù germanek]] |
[[Rummad:Yezhoù germanek]] |
Stumm eus an 30 Gen 2006 da 17:15
Ur yezh c’hermanek e oa an norseg. Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broioù all bet aloubet gant ar Vikinged, betek ar XIVvet kantved.
Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar sagaoù), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia, a anavezer ar gwellañ.
Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez Gotland, an hini a anavezer an nebeutañ.
Istor
Ar runoù koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh 700 pe war-dro. Mare klasel an norseg a lakaer en XIIvet ha XIIIvet kantved. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus sagaoù Island, ken brudet. Betek an XIIIvet kantved e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto dansk tunga (er reter) pe dönsk tunga (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek".
Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar vosenn goude 1370. Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezañ disheñvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden. En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an islandeg. Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaoù.
Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant lizherennegoù runek. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al lizherenneg latin. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.
Emled
Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, norseg ar c’hornôg. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en Inizi Faero, e Greunland, en Enez Vanav pe war aodoù Bro-Skos. Graet e veze gant norseg ar reter e Danmark, e Sveden hag en trevadennoù savet e Rusia, Bro-Saoz ha Normandi. Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En XIvet kantved e oa ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus Vinland, en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr Volga er reter. Mont a reas da get e Rusia en XIIIvet kantved.
Diskennidi an norseg
Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar yezhoù skandinavek, evel an islandeg, ar faeroeg, an norvegeg (en e zoare nynorsk dreist-holl) hag an norneg, ur yezh varv a veze kaozeet en Inizi Orc’h hag en Inizi Shetland, diouzh un tu, hag an daneg hag ar svedeg diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedoù gant yezhoù skandinavek ar reter.
E-touez ar yezhoù-se ez eo an islandeg hag ar faeroeg ar re o deus cheñchet an nebeutañ e-keñver an norseg. Kalzik a levezon en deus bet an norseg ivez war yezhoù all, evel ar saozneg pe ar skoteg.
Yezhoù all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhoù skandinavek, o deus amprestet un nebeud gerioù diganto, evel gouezeleg Skos, ar rusianeg pe ar finneg. Ur ger bennak e brezhoneg, evel stur da skouer, a c’hellfe bezañ bet amprestet digant an norseg ivez.
Liammoù diavaez
Traoù all
Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh meta:Requests_for_new_languages.