Norseg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
==Emled==
==Emled==


Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, ''norseg ar c’hornôg''. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en [[Inizi Faero]], e [[Greunland]], en Enez [[Manav|Vanav]] pe war aodoù [[Bro-Skos]]. Graet e veze gant ''norseg ar reter'' e [[Danmark]], e [[Sveden]] hag en trevadennoù savet e [[Rusia]], [[Bro-Saoz]] ha [[Normandi]]. Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En [[XIvet kantved]] e oa ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus [[Vinland]], en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr [[Volga]] er reter. Mont a reas da get e Rusia en [[XIIIvet kantved]].
Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, ''norseg ar c’hornôg''. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en [[Inizi Faero]], e [[Greunland]], en Enez [[Manav|Vanav]] pe war aodoù [[Bro-Skos]]. Graet e veze gant ''norseg ar reter'' e [[Danmark]], e [[Sveden]] hag en trevadennoù savet e [[Rusia]], [[Bro-Saoz]] ha [[Normandi]]. ''Rannyezh Gotland'' a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En [[XIvet kantved]] e oa ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus [[Vinland]], en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr [[Volga]] er reter. Mont a reas da get e Rusia en [[XIIIvet kantved]].


==Diskennidi an norseg==
==Diskennidi an norseg==

Stumm eus an 28 Gen 2006 da 22:49

An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en Xvet kantved. Takad norseg ar c’hornôg zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.

Ur yezh c’hermanek e oa an norseg. Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broioù all bet aloubet gant ar Vikinged, betek ar XIVvet kantved.

Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar sagaoù), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia, a anavezer ar gwellañ.

Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez Gotland, an hini a anavezer an nebeutañ.

Betek an XIIIvet kantved e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto dansk tunga (er reter) pe dönsk tunga (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek".

Emled

Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, norseg ar c’hornôg. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en Inizi Faero, e Greunland, en Enez Vanav pe war aodoù Bro-Skos. Graet e veze gant norseg ar reter e Danmark, e Sveden hag en trevadennoù savet e Rusia, Bro-Saoz ha Normandi. Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En XIvet kantved e oa ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus Vinland, en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr Volga er reter. Mont a reas da get e Rusia en XIIIvet kantved.

Diskennidi an norseg

Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar yezhoù skandinavek, evel an islandeg, ar faeroeg, an norvegeg (en e zoare nynorsk dreist-holl) hag an norneg, ur yezh varv a veze kaozeet en Inizi Orc’h hag en Inizi Shetland, diouzh un tu, hag an daneg hag ar svedeg diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedoù gant yezhoù skandinavek ar reter.

E-touez ar yezhoù-se ez eo an islandeg hag ar faeroeg ar re o deus cheñchet an nebeutañ e-keñver an norseg. Kalzik a levezon en deus bet an norseg ivez war yezhoù all, evel ar saozneg pe ar skoteg.

Yezhoù all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhoù skandinavek, o deus amprestet un nebeud gerioù diganto, evel gouezeleg Skos, ar rusianeg pe ar finneg. Ur ger bennak e brezhoneg, evel stur da skouer, a c’hellfe bezañ bet amprestet digant an norseg ivez.