Timbroù Afrika ar Reter alaman : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:
Etre 1917 ha 1921 e kavomp timbroù Afrika ar Reter saoz soulgarget “G.E.A.” hag a dalv “German East Africa” (“Afrika ar Reter alaman”), embannet gant ar postoù saoz. 25 timbr zo en holl.
Etre 1917 ha 1921 e kavomp timbroù Afrika ar Reter saoz soulgarget “G.E.A.” hag a dalv “German East Africa” (“Afrika ar Reter alaman”), embannet gant ar postoù saoz. 25 timbr zo en holl.

Diouzh o zu, ar Velgiz a laka er-maez timbroù ar ch’[[Kongo belgian]] e-barzh an tiriad ac’hubet gante e [[1916]]. Soulgarget int gant an anv “RUANDA” pe “URUNDI”. N’int ket gwall implijet avat. Un eil rummad zo soulgarget gant ur meneg divyezhek "EST AFRICAIN ALLEMAND / OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA / BELGISCHE BEZETTUNG."
Diouzh o zu, ar Velgiz a laka er-maez timbroù [[Kongo Velgia]] e-barzh an tiriad ac’hubet gante e [[1916]]. Soulgarget int gant an anv “RUANDA” pe “URUNDI”. N’int ket gwall implijet avat. Un eil rummad zo soulgarget gant ur meneg divyezhek "EST AFRICAIN ALLEMAND / OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA / BELGISCHE BEZETTUNG."

Dismantret eo trevadenn [[Afrika ar Reter alaman]] gant [[Feur-emglev Versailhez]], sinet e [[1919]] evit diazezañ frammoù nevez Europa goude reuz ar [[Brezel-bed kentañ]]. Rannvro ar c’hornog zo roet da v[[Belgia]] hag adanvet [[Ruanda-Urundi]], bro gKionga e su ar Stêr Romvuma zo profet da b[[Portugal]] ha staget ouzh trevadenn ar [[Mozambik]], ha peurrest ar vro zo fiziet er [[Rouantelezh-Unanet]]. [[Tanganyika]] e vezo diwar vremañ.

Stumm eus an 5 C'hwe 2008 da 22:54

Lest-bale gant siell Lindi - 1901
Timbr 10 pesa war 20 pfennig - 1893

Anavezet e oa dindan anv Afrika ar Reter alaman (« Deutsch-Ostafrika » en alamaneg) un tiriad trevadennet gant an Impalaeriezh alaman etre 1880 ha 1918 hag a vod bremañ broioù Burundi, Rwanda ha darn vrasañ Tanzania.

E 1893 ez eo lakaet e gwerzh an timbroù kentañ evit ar vro, dre soulgargañ re an Alamagn gant an alc’hwez « Deutsch-Ostafrika » hag un dalvoudegezh e pesa. E 1900 eo krog ar velestradurezh da embann timbroù gant tresadenn al lestr-bale « Hohenzollen », rummad anavezet en holl drevadennoù alaman. Tra ma sav talvoudegezh-prenañ an timbroù e « pesas » ha roupi (64 pesa = 1 roupi) e lenner ur priz e « heller » war ar rummadoù moulet e 1905 (100 heller = 1 roupi).

E dibenn 1914 ez eo aloubet Enez Mafia gant arme ar Rouantelezh-Unanet. Dindan hec’h aotrouniezh e soulgarger G.R. MAFIA pe G.R. POST 6 CENTS MAFIA an timbroù alaman pe re an India saoz (e 1915-1916).

Etre 1917 ha 1921 e kavomp timbroù Afrika ar Reter saoz soulgarget “G.E.A.” hag a dalv “German East Africa” (“Afrika ar Reter alaman”), embannet gant ar postoù saoz. 25 timbr zo en holl.

Diouzh o zu, ar Velgiz a laka er-maez timbroù Kongo Velgia e-barzh an tiriad ac’hubet gante e 1916. Soulgarget int gant an anv “RUANDA” pe “URUNDI”. N’int ket gwall implijet avat. Un eil rummad zo soulgarget gant ur meneg divyezhek "EST AFRICAIN ALLEMAND / OCCUPATION BELGE / DUITSCH OOST AFRIKA / BELGISCHE BEZETTUNG."

Dismantret eo trevadenn Afrika ar Reter alaman gant Feur-emglev Versailhez, sinet e 1919 evit diazezañ frammoù nevez Europa goude reuz ar Brezel-bed kentañ. Rannvro ar c’hornog zo roet da vBelgia hag adanvet Ruanda-Urundi, bro gKionga e su ar Stêr Romvuma zo profet da bPortugal ha staget ouzh trevadenn ar Mozambik, ha peurrest ar vro zo fiziet er Rouantelezh-Unanet. Tanganyika e vezo diwar vremañ.