Kaourintin (sant) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Paotr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 18: Linenn 18:


=Gouel ha lec'hioù dediet=
=Gouel ha lec'hioù dediet=
Lidet e oa e meur a lec'hioù evel chapel Leskobed e-barzh [[Ploudiern]] (hag e weler ar feunteun burzhudus di), [[Enez-Sun|Enez Sun]] ha Kerne-Veur.
Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh [[Ploudiern]] (hag e weler o vont di ar feunteun vurzhudus), [[Enez-Sun|Enez Sun]] ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da [[iliz-veur Kemper]]. E [[Kernev-Uhel]] ez eus anv anezhan [[er Vourc'h-Kozh]] (Kintin) ha [[Sant-Konan]]. Ur chapel a zo war e anv e [[Skrignag]], e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant [[Yann-Vari Perrot]], a voe lazhet en ur zistrein war e droad eus ar pardon.

Lidet eo sant Kaourintin d'an 12 a viz Kerzu.


=Stummoù ha deveradurioù=
=Stummoù ha deveradurioù=

Stumm eus an 24 Kzu 2005 da 13:41


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Patrom:Peurunvan

Unan eus ar seizh sant diazezer eo Sant Kaourintin (Corentin e galleg). hervez an hengoun, e oa ar c'hentañ eskob Kemper er VIvet ktvd.

Ar richenn

Ganet e oa bet sant Kaourintin e Bro-Gerne unan eus pastelloù Breizh. En em denna a reas e-pad meur a vloavez da ren eur vuhez a benitiour (pe ermid) e koad ar Porze e traon ar Menez-C'hromm. Deuet e oa ar roue Kerne, Grallon, evit goulenn d'ar sant ma fell dezhañ bezañ eskop Kemper.
Gwelet a reas ar roue penaos e tenne Kaourintin e voued diwar ur burzhud pemdeziek : edo ur peskig o vevañ en ur feunteun nes d'ar peniti ha bemdez e kemere diouti ar penitiour al loenig evit troc'han un darn kig a oa e zamm boued evit an deiz. Met, goude bezañ bet adlakaet en dour e teue ar c'hig war gein ar peskig endro. Kaourintin a yeas da gentañ eskob Kemper, met e rannas e vuhez etre e labour a eskop hag e vuhez a lean a zalc'has atav.
Skuizh gant ar c'harg e klasas kinnig anezhañ da sant Ronan, e amezeg, met ur wiadenn-gevnid burzhudus a viras Kaourintin ouzh digeriñ dor peniti sant Ronan. Marteze e varvas war-dro 530. Gourdisten, abad Landevenneg, a reas e veuleudi war-dro 800.

E relegoù, strewet dre ar vro (e Marmoûtier ; e Abington, Waltham ha Glastonbury e Breiz-Veur) pa sailhas an Normaned e Breizh, a zo bet, darn anezho, rentet da Iliz-Veur Kemper, el lec'h ma vezont enoret.

Gouel ha lec'hioù dediet

Lidet e vez e meur a lec'h evel chapel Leskobed e-barzh Ploudiern (hag e weler o vont di ar feunteun vurzhudus), Enez Sun ha Kerne-Veur. Roet en deus e anv da iliz-veur Kemper. E Kernev-Uhel ez eus anv anezhan er Vourc'h-Kozh (Kintin) ha Sant-Konan. Ur chapel a zo war e anv e Skrignag, e Toull-ar-Groaz bet adsavet gant Yann-Vari Perrot, a voe lazhet en ur zistrein war e droad eus ar pardon.

Stummoù ha deveradurioù

Kaourantin, Kaourant, Kaour(ig), Tin(ig), Kaourintina, Kaourantina, Kaoura, Tina(ig). Ar stumm henvrezhonek a zo cobrant. N'eo ket sklaer ar ster. Pe eo ar ster nes d'an heniwerzhoneg cobair = sikour pe nes d'ar ger keureug a dalvez evit eog-red.

An testennoù