Ronan (sant)
Ronan a oa ur manac'h ha sant breizhat eus Vvet kantved. Eus Iwerzhon e oa genidik, hogen e Breizh e labouras dreist-holl.
Meur a sant zo enoret en Iwerzhon dindan an anv Ronan. Hini ar Vretoned a oa ganet en Iwerzhon eta, diwar tud bet kristenaet gant sant Padrig. Dont a reas abred da vezañ manac'h hag eskob. E c'hoant da vevañ digenvez a lakaas anezhañ da guitaat e vro ha da vont da Arvorig. Dilestrañ a reas da gentañ war enez Molenez. Ur peniti a savas goude-se e Koad Neved, e-kichen Lokorn, e Kerne. Hervez ar vojenn e voe klasket e argas alese gant ur vaouez eus ar vro, anvet Keben, a gunujenne anezhañ hag a lezas chas war e lerc’h.
Mont a reas Ronan goude-se da Hilion, e-kichen Sant-Brieg. Eno e varvas. Goude e varv e voe lakaet e gorf war ur c’harr stlejet gant oc’hen. E-lec’h ma chomas an oc’hen a-sav e voe douaret ar sant, e Lokorn. Eno e voe savet war-lerc’h un iliz gouestlet da sant Ronan. Brud vras a oa gant ar sant er Grennamzer. Ha meur a hini eus Duged Breizh a zeuas da Lokorn da bediñ war e vez.
E Lokorn e vez graet bep bloaz pardon sant Ronan, e miz Gouere. En devezh-se e vez graet un dro gant ar bardonerien, e koun sant Ronan, anvet troveni, en-dro da zouaroù ar manati kozh a oa bet savet eno en XIvet kantved.
Lidet e vez gouel sant Ronan d’ar 1añ a viz Mezheven. Enoret e vez e Lokournan (Lokronan-Leon), Lokorn (Lokronan-Kerne), Lanreunan (Lanronan), ha Molenez. Chapelioù en deus war e anv e parrezioù all, evel Plozeved pe Hilion.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Saint Ronan et la troménie, Aktaoù kollok 1989, kenembannet gant Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (KEBK) hag Association Abardaeziou Lokorn, 1995