Vogalennoù a gentañ renk : diforc'h etre ar stummoù
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
Neal (kaozeal | degasadennoù) DDiverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 38: | Linenn 38: | ||
: Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv): |
: Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv): |
||
:: [u, o, ɔ, |
:: [u, o, ɔ, ɑ] |
||
Ma vez eilpennet an doare [[gweuzadur]] e produer an eizh '''vogalennoù a eil renk''', kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed: |
Ma vez eilpennet an doare [[gweuzadur]] e produer an eizh '''vogalennoù a eil renk''', kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed: |
||
Linenn 46: | Linenn 46: | ||
: Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv): |
: Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv): |
||
:: [ɯ, ɤ, ʌ, |
:: [ɯ, ɤ, ʌ, ɒ] |
||
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a [[vogalenn greiz]]. |
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a [[vogalenn greiz]]. |
Stumm eus an 19 Gou 2007 da 18:07
Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn a gentañ renk (saoz.: cardinal vowel) war tachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ur rummad vogalennoù resis hag a dalvez da daveennoù diazez evit gallout deskrivañ lec'h distagañ holl vogalennoù ur yezh resis, da skouer bez e c'heller deskrivañ ar vogalenn "i" e brezhoneg dre he c'heñveriañ gant ar vogalenn a gentañ renk [i].
Peuraozet e oa bet ar sistem implijet bremañ gant ar fonetikour Daniel Jones e penn-kentañ an XXvet kantved diwar kealoù bet diazezet abretoc'h gant fonetikourion evel Ellis and Bell dreist-holl.
Termenet e vez teir eus ar vogalennoù a gentañ renk (anvet a-wezhoù "vogalennoù korgn") hervez bep o lec'h distagañ:
- [i]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-raok posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz plaen pe stegn;
- [ɒ]: produet gant ar teod an izelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat;
- [u]: produet gant ar teod an uhelañ hag ar muiañ a-dreñv posubl er genoù en ur leuskel an aer da redek hep daravat ha gant an diweuz rontaet;
Termenet e vez ar vogalennoù a gentañ renk all hervez lec'hiadur an teir vogalenn diazez ([i,ɒ, u] dre isrannañ egor ar genoù a-serzh e tammoù heñvel o hirder evel-hen:
Ouzhpenn e vez isrannet egor ar genoù dre e hed evel-hen:
- Pevar derez a-led:
- A-raok (teod an tostañ ouzh penn a-raok ar genoù)
- Tost a-raok
- Tost a-dreñv
- A-dreñv (an teod an tostañ ouzh foñs ar genoù)
Eizh vogalenn a gentañ renk ez eus en holl neuze, plaen an holl vogalennoù a-raok ha ront an holl vogalennoù a-dreñv:
- Vogalennoù a gentañ renk plaen (a-raok):
- [i, e, ɛ, a]
- Vogalennoù a gentañ renk ront (a-dreñv):
- [u, o, ɔ, ɑ]
Ma vez eilpennet an doare gweuzadur e produer an eizh vogalennoù a eil renk, kalz raloc'h e yezhoù ar bed evit ar vogalennoù a gentañ renk kavet e holl yezhoù ar bed:
- Vogalennoù a eil renk ront (a-raok):
- [y, ø, œ, ɶ]
- Vogalennoù a eil renk plaen (a-dreñv):
- [ɯ, ɤ, ʌ, ɒ]
Vogalennoù all ez eus dre lakaat da dalvout lec'hiadurioù etre ar re bennañ menneget a-us, dreist-holl meur a vogalenn greiz.