Britannia (skeudenn) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16: Linenn 16:


==Pezhioù==
==Pezhioù==
Kentañ ma voe implijet he skeudenn war gein ur pezh a voe war un as a ziskoueze dremm [[Antoninus]].
Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia goude an amzervezh roman avat a voe e 1672.
He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.
He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.
Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia avat a voe e 1672.


<gallery mode="packed" heights="180px">
<gallery mode="packed" heights="180px">
Antoninus_Pius_Æ_As_RIC_0934.jpg|200px|[[As]], gant dremm [[Antoninus]], ha skeudenn [[Britannia]].
Kopparmynt, England, 1736 - Skoklosters slott - 109789.tif|Pezh e [[1736]].
Kopparmynt, England, 1736 - Skoklosters slott - 109789.tif|Pezh e [[1736]].
England half penny 1936 (B).jpg| Pezh e 1936.
England half penny 1936 (B).jpg| Pezh e 1936.

Stumm eus an 14 Gen 2021 da 18:42

Delwenn Britannia e Plymouth.

Britannia eo an anv latin implijet da envel ar vaouez a faltazi a zo lakaet da skeudenniñ Breizh-Veur, da gentañ, ar Rouantelezh-Unanet goude, hag Impalaeriezh Breizh-Veur goude, evel ma lakaer Marianne da skeudenniñ ar Republik c'hall ha Columbia evit SUA.

Dont a ra an anv-se eus Britannia, anv latin an enez a weler e skridoù an Henamzer, re Julius Caesar da skouer, diwar anv ar bobl Pretanī, Prettanike pe Brettaniai e henc'hresianeg. E kembraeg eo Prydain anv an enez. Er Iañ kantved kent JK e oa Britannia an anv stag ouzh Breizh-Veur. Goude an aloubadeg roman er bloaz 43 e talveze Britannia kement ha Breizh roman, ur broviñs adal kreisteiz Kaledonia (dre vras Bro-Skos hiriv)). E 197 e voe rannet ar broviñs roman e peder froviñs, ha div anezho e oa Britannia Superior ha Britannia Inferior.

E IIvet kantved e teuas Britannia roman da vezañ un doueez, armet gant un tridant hag ur skoed, un tokarn war he fenn. Chom a reas an anv Britannia goude diskar an impalaeriezh roman en Enez Vreizh er Vvet kantved.

Advuhezet e voe an anv latin Britannia e-pad an English Renaissance evel ur merk a identelezh vroadel vreizhveuriat, ha dreist-holl goude an Acts of Union e 1707, pa voe unanet rouantelezhioù Bro-Skos ha Bro-Saoz.

Hiziv e reer an anv Britannia eus an enez hag eus ar skeudenn.

Pezhioù

Kentañ ma voe implijet he skeudenn war gein ur pezh a voe war un as a ziskoueze dremm Antoninus. Ar pezh kentañ ma voe gwelet Britannia goude an amzervezh roman avat a voe e 1672. He skeudenn a weler war ar pezhioù : ar pezh 50 pence betek 2008; ar pezh 2 lur abaoe 2015.

Timbroù

Gwelout ivez