Gaou : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pymouss (kaozeal | degasadennoù)
D →‎Lennadurezh: kempenn, replaced: [[rummad: → [[Rummad: using AWB
D corr using AWB
Linenn 21: Linenn 21:




[[Rummad: buhezegezh]]
[[Rummad:buhezegezh]]

Stumm eus an 3 Her 2019 da 08:48

Hiraat a ra fri Pinocchio, e levr hollvrudet Carlo Collodi, pa gont gevier.

Kontañ gaou, livañ gevier, zo kontañ traoù dre gomz pe dre skrid evit touellañ an dud peurvuiañ, pa ouzer n'eo ket ar wirionez. Gaouiaded pe gaouierien eo an dud a gont gevier.

Furien Sina

Ar prederour sinaat Konfusius a sav a-enep ar gaou, met kavout a ra dezhañ eo ret gouzañv re ar varc'hadourien rak panevet da se n'hallint ket gounit o bara.

Lao Zi en deus kelennet ne dle ket an den yaouank vertuzius kilañ rak disklêriañ pep gaou, ha pa vije bet graet gant e dad, met ne sav ket Konfusius a-du gantañ : arabat eo d'ur mab diskuilh e dad, Muiañ a c'hall ober eo chom hep mont da heul an dud a skouer fall.

Politikerien

Brudet eo ar bolitikerien da livañ gevier.

Abegoù da livañ gevier

Meur a dra a c'hall bezañ kaoz d'un den da gontañ gevier : an emgarantez, an aon, an dismegañs, al lorc'h, ar warizi, ar gasoni, ar garantez en o zouez.

Lennadurezh