Filip Oillo : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+rummad
D →‎Ar Skrivagner: replaced: t A → t A (2) using AWB
Linenn 17: Linenn 17:
E [[1994]] e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar {{XVvet kantved}}, levr-bourzh [[Kristol Goulm]] (''Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ'', Al Liamm).
E [[1994]] e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar {{XVvet kantved}}, levr-bourzh [[Kristol Goulm]] (''Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ'', Al Liamm).

E 1996, e voe embannet gant Al Liamm, e [[romant]] kentañ, ''Blaz An Holen'', ac'h eas ar [[Priz Langleiz]] gantañ e [[1995]], istor un den eus kornad Brest hag ac'h a da veajiñ eus Bro-Wened da Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika du.

Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, ''C'hwez Ar Pebr'', war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.
Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, ''C'hwez Ar Pebr'', war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.

Stumm eus an 8 Gen 2019 da 15:42

Filip Oillo e 2008

Filip Oillo zo un emsaver hag ur skrivagner brezhonek.

Ganet e 1956 e Gwened, en ur familh gwriziennet e Teiz e Bro-Wened Uhel, met tremen a reas e yaouankiz e Aljeria hag e Senegal, ma teskas wolofeg. Brezhoneg ivez a zeskas gant e dud-kozh, ha goude e-unan, en ur genderc'hel gant e studi, eus Dakar da Bariz ha da Dolosa ma tapas e ziplom ijinour e Skol Vroadel an Nijerezh.

An Emsaver

Deuet da Vreizh e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, e kemeras perzh e savidigezh skol Diwan Landerne hag e Gouelioù Kann al Loar, ur gevredigezh a vo prezidant anezhi e-pad 10 vloaz.

E Burev Diwan Breizh eo bet e-pad pell. Pa soñje dezhañ e oa Diwan o vont da goll hec'h ene e roas e zilez eus ar burev war un dro gant Daniel Kernalegenn, Mari Madeg ha Dora Vargas pa voe anv a sinañ un emglev gant ar Stad c'hall a-benn enframmañ Diwan en deskadurezh Stad dindan renerezh Andrew Lincoln, prezidant Diwan da neuze.

E Kuzul-merañ Ofis ar Brezhoneg emañ bremañ (2006).

Ar Skrivagner

Apokalips 9, e zanevell gentañ, a voe embannet e 1988 e-barzh Al Liamm. Re all zo bet war he lerc'h: Alc'hwez ar Baradoz, Sant Emilion Da Virviken, Al Loman dizanv, Palankin ar Seizh Plijadur Warn-Ugent....

E 1994 e teuas er-maez kentañ levrenn un droidigezh diwar spagnoleg ar XVvet kantved, levr-bourzh Kristol Goulm (Levr bourzh ar veaj kentañ, levrenn gentañ, Al Liamm).

E 1996, e voe embannet gant Al Liamm, e romant kentañ, Blaz An Holen, ac'h eas ar Priz Langleiz gantañ e 1995, istor un den eus kornad Brest hag ac'h a da veajiñ eus Bro-Wened da Goumbala, ur vro faltaziet eus Afrika du.

Disklêriet e oa bet gant an oberour e teuje ur romant all, C'hwez Ar Pebr, war-lerc'h. Met n'eo ket deuet er-maez c'hoazh.

E skridoù