Bartolome (abostol) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 11: Linenn 11:

===Istor ha hengoun ===
===Istor ha hengoun ===
[[File:saint_barthelemy.jpg|thumb|250px|Merzherinti Sant Bartolome gant [[Giambattista Tiepolo]]]]
Avielet en defe [[Arabia]], [[Persia]] ha marteze kornôg Indez gant an abostol [[Tomaz (abostol)|Tomaz]]<ref>{{fr}}Ilaria Ramelli, ''L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas'' in ''L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie'', embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.</ref>. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant [[Eusebius Kaesarea|Euzebius Kaesareia]] ha [[Hieronimos]]), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, « Pasion » sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.

Linenn 22: Linenn 23:
Azaouet e vez e relegoù en Penniliz [[San Bartolomeo all'Isola]] e [[Roma]].
Azaouet e vez e relegoù en Penniliz [[San Bartolomeo all'Isola]] e [[Roma]].

[[File:saint_barthelemy.jpg|thumb|250px|Merzherinti Sant Bartolome gant [[Giambattista Tiepolo]]]]

Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez [[Lipari]] e [[580]]GJK moarvat.

Linenn 29: Linenn 29:

[[File:Last judgement.jpg|thumb|200px|center|Sant Bartolome o telc'her ar gontel a servijas d'e verzheriañ hag e groc'hen, darn eus murlivadur ar [[Barn Diwezhañ|Varn Diwezhañ]] er [[Chapel Sistina]] gant par [[Michelangelo|Miachelangelo Buonarroti]].]]

====Notennoù ha daveennoù====
====Notennoù ha daveennoù====

[[Rummad:Ebestel]]
[[Rummad:Ebestel]]

[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]

====Notennoù ha daveennoù====

[[Rummad:Ebestel]]

[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]
[[Rummad:Tud eus ar Bibl]]

Stumm eus an 12 Mez 2016 da 21:07

Sant Bartolome, abostol, Penniliz Sant-Yann-Latran, Roma, Italia.

Bartolome, pe Bartelame[1], pe Bartelemi[2], pe Bertele[3], a oa unan eus daouzek diskibl Jezuz hervez Aviel Mazhev (10, 2,3), Aviel Mark (3,16-19) hag Aviel Lukaz (6,13-16)[4].

Meneget eo ivez e levr Oberoù an Ebestel (Ober. 1,13) pa vez bodet an diskibled er Gamblid [5].

Bibliourien zo a lavar ez eo ar memes den hag an Natanael a voe kinniget da Jezuz gant Filip (Yn 1, 45-51) met dizemglev a zo war ar poent-se.

Er mammennoù e sirieg e vez anvet pe Bartolome, pe Natanael bar (mab) Tolmai pe Natanael Bartolome Natanael[6].

Bet eo lakaet gant an iliz katolik war roll ar sent.

Istor ha hengoun

Merzherinti Sant Bartolome gant Giambattista Tiepolo

Avielet en defe Arabia, Persia ha marteze kornôg Indez gant an abostol Tomaz[7]. Tri hengoun disheñvel, hini Aleksansdria (gant Euzebius Kaesareia ha Hieronimos), levrioù kozh a-zivout ar verzherien, « Pasion » sant Bartolome a liamm avielerezh Bartolome ouzh Indez.

Hervez Euzebius Kaesareia e kavas Panten a Aleksandria pa yeas da Indez skouerennoù eus Aviel Mazhev bet lezet e ti tud zo gant Bartolome pa oa deuet di da avielañ[8]. Memes titour a voe roet Jerom a Stridon a lavar ouzhpenn e tistroas Panten gant ur skouerenn eus al levr [9].

Hervez an hengoun kristen e vefe bet oc'h avielañ Armenia gant Tomaz ha Jud ivez [10]. Kaget evefe bet Bartolome da avielañ bro Albanopolis. Merzheriet e vefe bet er gêr-se avefe per ur gêr eus Armenia Vihan, pe ur gêr eus su menezioù ar C'haokaz[11]. Hervez al Legenda aurea, e vefe bet digroc'henet ez-vev, staget ouzh ur groaz ha dibennet.

Treuzkaset e vez an hengounioù-se gant Iliz apostolek Armenia.

Azaouet e vez e relegoù en Penniliz San Bartolomeo all'Isola e Roma.

Sant-paeron ar gigerien, ar givijerien hag ar geinerien levrioù eo Sant Batolome. Lidet e vez d'ar 24 a viz Eost gant ilizoù kristen ar C'hornôg ha d'ar 25 gant ilizoù ar Reter. Liammet eo an deiziadoù-se eus a deiz ma voe kaset e relegoù da Enez Lipari e 580GJK moarvat.

Lidet e vez deiz-ha-bloaz e verzherinti d'an 11 a viz Mezheven gant ilizoù ar Reter.

Sant Bartolome o telc'her ar gontel a servijas d'e verzheriañ hag e groc'hen, darn eus murlivadur ar Varn Diwezhañ er Chapel Sistina gant par Miachelangelo Buonarroti.

Notennoù ha daveennoù

  1. Daou stumm d'an anv zo roet e Geriadur Hemon-Huon : Bartelame, evel anv ur gumun, ha Bertele.
  2. Troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad, 1897, p 840
  3. Skrivet Berthele e Buhez ar Sent ; padal, Marigo a ra gant Barteleme ; a-hend-all e kaver Bertheleme e-giz anv-familh.
  4. Troidigezh ar pevar Aviel dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1969, p 27, p 91 ha p 151
  5. Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 282
  6. (fr)Don Régis Moreau, Thomas en Chine : les sources in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, emabannadurioù AED, Pariz, 2013, p 41.
  7. (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 67-69.
  8. (fr)Euzebius Kaesareia, Istor an Iliz, 10, 3, meneget gant Ilaria Ramelli, e L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie,embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 65
  9. (fr)Ilaria Ramelli, L'arrivée de l'Évangile en Inde et la tradition sur saint Thomas in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 66
  10. (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p129
  11. (fr)Maxime Yevadian, Le catholicos arménien Sahak Dzoroporetsi et l'Église de Chine in L'Apôtre Thomas et le christianisme en Asie, embannadurioù AED, Pariz, 2013, p 130