St Albans (Hertfordshire) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "thumb|Iliz-veur St Albans '''St Albans''' (distaget [{{LFE-en|snt ˈɔːlbənz}}] e saozneg) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh Hertfo..."
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1: Linenn 1:
{{pennad zo | St Albans}}

[[Restr:StAlbansCathedral-PS02.JPG|thumb|Iliz-veur St Albans]]
[[Restr:StAlbansCathedral-PS02.JPG|thumb|Iliz-veur St Albans]]
'''St Albans''' (distaget [{{LFE-en|snt ˈɔːlbənz}}] e saozneg) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh [[Hertfordshire]], e [[Bro-Saoz]], war-dro 35 km diouzh kreiz [[Londrez]]. Emañ e tolead-kêrioù [[City and District of St Albans]]. Ar gêr vras kentañ e oa war an [[hent roman]] kozh a gase eus Londrez d'ar gwalarn, ar ''[[Watling Street]]''. Ur greizenn genwerzh a bouez eo bet e-pad pell, met deuet eo da vezañ ur bannlev eus Londrez.

Stumm eus an 16 Du 2014 da 19:22

Ur pennad St Albans zo ivez.

Iliz-veur St Albans

St Albans (distaget [snt ˈɔːlbənz] e saozneg) zo ur gêr e kreisteiz kontelezh Hertfordshire, e Bro-Saoz, war-dro 35 km diouzh kreiz Londrez. Emañ e tolead-kêrioù City and District of St Albans. Ar gêr vras kentañ e oa war an hent roman kozh a gase eus Londrez d'ar gwalarn, ar Watling Street. Ur greizenn genwerzh a bouez eo bet e-pad pell, met deuet eo da vezañ ur bannlev eus Londrez.

An anv

Kent donedigezh ar Romaned e veze graet Verlamion (pe Verulam) eus ar gêr gant ar bobl vrezhon Catuvellauni. Da vare ar Romaned e veze graet Verulamium anezhi. Da vare an Angled-ha-Saozon, pa oa bet savet un abati eno, e oa deuet da vezañ Verlamchester pe Wæclingacaester[1], ha goude-se e oa bet kemeret ganti an anv norman a St Albans.

Sant Alban a oa ur merzher kristen, an hini kentañ e Bro-Saoz, ha dibennet e voe e war-dro 308, dindan ren an impalaer Diocletianus, en doa gourc'hemennet lakaat d'ar marv an holl gristenien a oa en Impalaeriezh Roman.[2] Savet e voe un abati, hervez ar richenn, el lec'h ma oa bet lakaet ar sant d'ar marv ha diwar anv an abati, Abati Sant Alban, e teu anv modern ar gêr.

Notennoù

  1. Tom Williamson, The Origins of Hertfordshire, Manchester: Manchester University Press. p. 64. ISBN 071904491X
  2. Legendary Tales of the Ancient Britons, 1864, L. Menzies, diwar Kronikennoù latin Jafrez Menoe.

Liammoù diavaez

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.